07
Jul
2014

Hentoù glas ar Mor-Bihan : ar brezhoneg bepred korbellet en hañv 2014

Divountet eo bet tost da 70 panell hentoù belo departamant ar Mor-Bihan. Un doare pikurenn da zegas soñj an oberenn ar strollad Ai’ta! blez ’zo dirak ar c’huzul departamant.

Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan (pezh zo bremañ degemeret abaoe 2 vlez get departamant Aodoù an Arvor ha departamant Penn-ar-Bed).

E gourenez Rewiz e vez diboelloc’h seurt tra pa ouier e vez ledet panellerezh hent an departamant hag eo bet staliet blez ‘zo ur panellerezh hentoù troad divyezhek get kumuniezh kumunioù Rewiz e kaver a-wezhoù àr ar memes minotennoù kenrannet entre tud àr droed ha tud àr velo.

Peogwir n’eo ket evit derc’hel kont ag ar brezhoneg, eo bet kaset an doser… hag ar panelloù da greizennoù korvoiñ an hentoù-departamant lies e Penn-ar-Bed hag en Aodoù-an-Arvor a-benn ma vo reit alioù fur d’o c’heneiled eus ar Mor-Bihan.

Estroc’h evit ar panellerezh e addegas ar strollad Ai’ta! da zepartamant ar Mor-Bihan soñj en-dro da lakaat da dalvelzout ur gwir politilkerezh yezh klok ha kempoell a-benn ma vo moian da sellet, klevet ha komz brezhoneg e servijoù departamant ar Mor-Bihan ma vez degemeret tud dreist-holl.

Da heul an oberenn hon eus kaset ul lizher goulenn emgav da brezidant kuzul-departamant, Ao. Goulard, a-benn eskemm àr an tu da gas àr-raok ar brezhoneg er Mor-Bihan.

«
»

Comments are closed.