16
Sep
2014

19/09/2014 : Emvod distro Ai’ta! Kreiz-Breizh

Boum Ai’ta! – ar gerzhadeg (08/06/2014)
© Véronique LE GOFF

KEMENADENN Ai’ta! Kreiz-Breizh

Strollad Ai’ta! hag a labour abaoe kazi 10 vloaz evit difenn ha broudañ ar brezhoneg war ar pemdez, a ginnig deoc’h un emvod d’ar gwener 19 a viz Gwengolo da 7e30 noz e tavarn-levraoueg “l’Autre Rive” (Restidiou Vraz, Berrien).

Neubeut a gumunioù eus Kreiz-Breizh o deus ur bolitikerezh buhezek evit ar brezhoneg. An darn vrasañ eus ar bannelerezh a zo unyezhek, hag ar garta Ya! d’ar brezhoneg n’hi deus ket graet he zoull… Setu perak e seblant a-bouez deomp kreñvaat obererezhioù Ai’ta! Kreiz-Breizh.

Ur mare dibar e vo evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant strollad Ai’ta!, e vont-en-dro, e balioù, ec’h obererezhioù… gant poltredoù testenniñ, a-raok reiñ ar gaoz deoc’h ha respont d’ho koulennoù tro-dro d’ur banne. Digor eo an emvod d’an holl, brezhonegerien pe get !

Da heul ar gaozeadenn e vo mat termeniñ hon dachenn-stourm, hor palioù kentañ e Kreiz-Breizh ha prientiñ hor c’hentañ oberenn.

Dazont hor yezh a zo AFER PEP-HINI AC’HANOMP, pezh a lak Ai’ta! war-wel en un doare pleustrek dibaoe e zeroù. Kiriegezh hon dilennidi ha renerien a zo eus ar brasañ war an danvez-mañ.

Evit kaout titouroù ouzhpenn : ai.ta.kreizh.breizh@gmail.com
Darvoud : http://facebook.com/708269452619387/
TwitterFacebookInstagramYouTube

«
»

Comments are closed.