Strollad Ai’ta! Bro-Leon a zo bet betek ar Brest Arena da geñver al lid digeriñ hag an dorioù-digor a oa aozet d’ar sadorn 13 ha d’ar sul 14 a viz Gwengolo, gant ar pal dizoloiñ ar plas bet roet d’ar brezhoneg er savadur nevez-se. Laouen eo ar strollad o welet ez eus bet roet ur plas doujus d’ar brezhoneg : divyezhek galleg-brezhoneg eo an darn vrasañ eus ar panelloù, ha divyezhek mat (memes skritur ha memes ment evit an div yezh).
Da skipailh ar Brest Arena da genderc’hel gant an hent boulc’het ha reiñ muioc’h c’hoazh a blas d’ar brezhoneg, dreist-holl evit a sell ouzh ar c’hehentiñ. Ur redi eo kement-mañ evit ma c’hello ar vrezhonegerien bevañ en o yezh e kement darvoud a zo ha war ar pemdez.
Ur sin vat eo ar savadur nevez-mañ eta, ha spi zo e strollad Ai’ta! e talc’ho skipailh an Aotrou Kuilhandr da gas ar brezhoneg war-raok, evel m’o deus prometet e-pad ar c’houlzad-kabaliñ. E Brest hag e Brest Meurgêr ar mor e chom forzhig tachennoù da blediñ ganto evit ma vo ur gwir politikerezh yezh, hag ar raktresoù nevez, ar fungarr da skouer, a ranko bezañ a live gant ar Brest Arena.
Evit mont war an hent-se e vefe brav d’an ti-kêr ha da BMM sinañ buan live 2 ar garta « Ya dʼar brezhoneg », a-raok mont war-zu al liveoù da-heul.
Ar galloud o deus ivez dilennidi Brest ha BMM da bouezañ war aozadurioù ar vro evit lakaat anezho da vont war-zu ar brezhoneg d’o zro. Kement-mañ a c’hellfent, da skouer, ober evit La Poste pe an SNCF, ha spi zo gant strollad Ai’ta! e vo graet.