23
Sep
2014

D’an Naoned evit dazont hor bro hag hor yezh !

Evit an teirvet gwech dindan 6 miz en em gavo ar Vretoned e straedoù an Naoned, a-benn disadorn, evit goulenn groñs ma tistroio al Liger-Atlantel er memes framm melestradurel hag ar pevar departamant all.

Kemer perzh a raio strollad Ai’ta! ar wech-mañ c’hoazh rak ouzhpenn dazont Breizh ez eo dazont hor yezh hag hor sevenadur a zo lakaet en arvar. Morse ne raio forzh ur rannvro “Grañtwest” gant ar brezhoneg, er c’hontrol ne c’hello nemet diskar ar pezh a zo hiziv hag ar raktresoù nevez.

Trawalc’h a zismegañs, bezomp niverus en Naoned a-benn disadorn, evit dazont hor bro hag hor yezh !

An holl ditouroù war Bretagne 5 sur 5http://www.bretagne5sur5.org/

Skritell Manif' Naoned Gwengolo 2014

«
»

Comments are closed.