17
Sep
2014

Evit ur gwir politikerezh yezh e Departamant ar Mor-Bihan

Rentet eo bet 100 panell unyezhek hentoù belo (bet divountet e kornôg an departamant) e-kerzh dalc’h Kuzul Meur ar Mor-Bihan d’ar Meurzh 16 a viz Gwenholo.

ha reportaj Frañs 3 Breizh “An taol Lagad”

Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan.

Gwelout a reomp seurt tra èl un arouez a ziskouez splann ar mankoù bras a fed politikerezh yezh er Mor-Bihan.

Dre an oberenn-mañ e addegas ar strollad Ai’ta! da zepartamant ar Mor-Bihan soñj en-dro da lakaat da dalvelzout ur gwir politilkerezh yezh klok ha kempoell a-benn ma vo moian da sellet, klevet ha komz brezhoneg e servijoù departamant ar Mor-Bihan ma vez degemeret tud dreist-holl.

Peogwir ne vo ket kadarnaet karta Europa ar yezhoù rannvro bet sinet get ar Frañs e 1999… ne chom nameit oberezhioù strollegezhioù lec’hel Breizh evit kemer perzh en adperc’hennidigezh ar brezhoneg evit ma teuio ar brezhoneg da vezañ implijet en o mont en-dro pemdeziek hag erfin saveteiñ ar brezhoneg ! .

Reit eo bet ivez un trakt da bep kuzulier departamant evit displegiñ dezhe ar perak ag hor oberenn ha reit eo bet ul lizher goulenn emgav nevez d’ar Prezidant Kuzul Departamant ar Mor-Bihan , François GOULARD, dre hanterouriez, Christian Derrien, Maer Langoned ha kuzulier departamant kanton Gourin.

«
»

Comments are closed.