16
Oct
2014

Diskouezadeg “Ar brezhoneg war an hent mat !” disul e ti-gar Plouared !

LID-DIGERIÑ AN DISKOUEZADEG “AR BREZHONEG WAR AN HENT MAT!” D’AR SUL 19 A VIZ HERE DA 3 EUR G.K. E TI-GAR PLOUARED

Ne ouier ket c’hoazh hag ur plas dereat a vo roet d’ar brezhoneg e ti-gar nevez Plouared… daoust d’al labourioù bezañ damachu ennañ ha daoust d’ar goulennoù stank a zo bet savet gant an SNCF, RFF ha kuzul-rannvro Breizh. Panellerezhioù en div yezh par-ouzh-par a zo ret da nebeutañ, kuit da zismegañsiñ yezh ar vro hag an dud a ra ganti.

Ai’ta ! ne soursi ket kalz ouzh ar stummoù klasel a blij betek re d’an embregerezhioù bras ha d’ar strollegezhioù foran. Abalamour da se eo laouen ar strollad d’ho pediñ e lid-digeriñ an diskouezadeg « Ar brezhoneg war an hent mat ! ». Enni e vo kinniget oberennoù arzel deus ar c’hentañ troc’h, divyezhek hag aezet d’ober gante, hag a vez gwelet dibaoe nevez ‘zo e tier-gar ‘zo deus Breizh ha deus broioù all.

Ar pezh a vo staliet e Plouared a servijo da skouer evit an holl dier-gar bras a vo kempennet a-benn nebeut e Breizh ! Pediñ a reomp an holl dud hag a fell dezhe gwelet an divyezhegezh galleg-brezhoneg bleuniañ e tier-gar ar vro d’en em gavout stank-ha-stank ganimp. Emgav disul da 3 eur goude kreisteiz.

«
»

Comments are closed.