07
Oct
2014

Facebook e brezhoneg : ur pezh trec’h evit hor yezh !

Emaomp o paouez lenn en deus embannet Facebook war e bajenn eo bet lañset Facebook e brezhoneg. Da gentañ penn e fell da strollad Ai’ta ! embann e wellañ gourc’hemennoù d’an holl dud o deus poaniet evit ma teuio da wir ar raktres-mañ. Ouzhpenn 10 000 implijer eus Facebook o doa pouezet kreñv kazi 3 bloaz zo evit goulenn e vefe eus ar rouedad sokial-mañ en hor yezh. M’eo bet tizhet ar pal eo a-drugarez da dud en diabarzh o deus harpet hor goulenn. Ur wech c’hoazh e tiskouez splann n’eo nemet pa ne stourmer ket ne vezer ket trec’h.

Gant Facebook e brezhoneg ne c’hello den ebet ken embann n’eo ket ar brezhoneg ur yezh vev ha modern, ur yezh a c’heller ober ganti war ar pemdez hag e kement degouezh eus ar vuhez a zo.

An trec’h-mañ a lak war-wel ez eo aesoc’h degas ar brezhoneg e Facebook eget lakaat ar Stad C’hall da votiñ ur bolitikerezh yezh evit hor yezh. D’ar Vretoned eta da stourm evit lakaat o yezh da vevañ e Breizh.

«
»

Comments are closed.