19
Oct
2014

Ha bremañ, peseurt plas evit ar brezhoneg e ti-gar Plouared ?

Tregont stourmer deus Ai’ta ! ha mignoned d’ar strollad a oa en em gavet e ti-gar Plouared disul goude kreisteiz evit sachañ evezh pennoù bras an SNCF hag ar vro war ar plas a zo da reiñ d’ar brezhoneg ennañ, rak a-benn nebeut e vo achu gant al labourioù reneveziñ.

Pedet e oa an implijidi hag ar veajourien da deurel ur sell ouzh an diskouezadeg poltredoù « Ar brezhoneg war an hent mat ! » (Le breton sur la bonne voie!). « Enni e vez diskwelet meur a bannelerezh en div yezh a gaver e tier-gar all deus ar vro, evel Karaez pe Landerne, koulz hag e broioù all, evel e Kembre pe Galizia, eme Florian, e-karg deus an diskouezadeg. E pep lec’h e vez skrivet an holl ditouroù e yezh ar vro hag e yezh ar Stad, ha n’eus diforc’h ebet er mod d’ober an traoù : ar memes skritur hag ar memes ment a vez implijet. Ar pezh a zo tu ober e lec’h all e Breizh a rank bezañ graet amañ e Plouared ivez, un afer youl an hini eo ! »

Tud Ai’ta ! o deus lavaret da bPascal Barbault, e-karg deus an SNCF e Aodoù an Arvor hag a oa en ti-gar d’ar c’houlz-se, penaos ne vefe ket degemeret ur bannelerezh divrezhonek na diyezhek digempouez kennebeut all, rak ar brezhoneg n’eo ket ur yezh estren e Breizh. Embannet en deus an aotrou Barbault « e touje an SNCF ouzh ar brezhoneg hag ouzh sevenadur Breizh » ha prometet en deus e vefe respontet da c’houlennoù Ai’ta ! a-barzh eizhteiz. Ai’ta ! a c’houlenn c’hoazh hag adarre gant dilennidi ar vro e skoazellañ da vat, ha war evezh bras e chomo en afer-se, e Plouared evel e lec’h all e Breizh.

«
»

Comments are closed.