26
Nov
2014

Kejet en deus Ai’ta! ouzh dilennidi Sant-Yann-ar-Biz !

Kejet en deus Ai’ta ! asambles gant tud o chom er gumun-se ouzh Maryse Tocquer, maerez Sant Yann ar Biz, hag ouzh René Le Tallec, eil-maer kentañ, evit lakaat ar gaoz war ar plas roet d’ar brezhoneg eno. Ai’ta ! en deus embannet e soñj diwar-benn ar banellerezh divrezhonek nevez-staliet e Sant Yann ar Biz : un druez an hini eo, pa vefe bet aes lakaat sevel ha staliañ panelloù divyezhek par-ouzh-par… ha muioc’h c’hoazh pa oa bet goulennet kement-mañ a-raok al labourioù !

Adlavaret en deus Ai’ta ! pegen pouezus eo talvoudekaat ar brezhoneg er vuhez foran. Evel-se e c’hall tout an dud, annezidi ar gumun koulz hag ar reoù all, gwelet hag ober gant yezh hag identelezh ar vro. Laouen eo ar strollad memestra o welet eo bet sinet nevez zo un emglev etre ar gumun ha kuzul departamant Penn ar Bed evit ma vo roet un tanva deus yezh ha sevenadur Breizh da vugale skol Sant Yann un eurvezh bep sizhun.

An dilennidi hor boa kejet oute o deus lavaret e oant prederiet gant ar brezhoneg ha gant ar mod da virout ha da dreuzkas anezhañ. En arvar-bras emañ c’hoazh, setu petra zo kaoz en deus goulennet Ai’ta ! ma vo labouret war an dachenn evit diorren e blas e Sant Yann ar Biz ha sinañ ar garta « Ya d’ar brezhoneg ! », kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg, evel m’o deus bet graet 171 kumun dija.

«
»

Comments are closed.