Da geñver lid-digoradur ti-gar Plouared, dimeurzh noz, eo deuet stourmerien ha mignoned strollad Ai’ta! da embann o fulor ruz. Rak ur wech c’hoazh e vez graet goap ouzh ar vrezhonegerien gant an SNCF hag ar bolitikerien. Gant an oberenn difeulz-mañ e fell d’ar merc’hed hag ar paotred o rochedoù orañjez embann sklaer ne tegemerint ket ne vefe ket eus ar brezhoneg en tiez-gar pe e vefe graet outi ur yezh estren, evel e raktres an SNCF, gant asant Gérard Lahellec, besprezidant rannvro Breizh e-karg eus an treuzdougen.
Eeun eo ar pezh a c’houlennomp : panelloù divyezhek a c’heller ober ganto aes, lec’h ma vo par-ouzh-par an div yezh (memes titouroù, memes ment ha memes skritur). Gwir eo kement-mañ e rannvroioù all en Europa gant ouzhpenn ur yezh. Sevel a ra ivez strollad Ai’ta! a-enep ar fed e vefe bet kaset gant an archerien tri stourmer pa ne felle dezho nemet bezañ klevet ha doujet gant ar pennoù bras a oa war al lec’h.
Abaoe kazi dek vloaz e vez kaset lizhiri, lakaet emgavioù hag aozet oberennoù pedagogel gant ar strollad evit ma vo eus ar brezhoneg en tiez-gar hag en trenioù e Breizh. En aner : nac’h a ra an SNCF hag an dilennidi klevet ar goulenn-se. Gant a bep seurt binviji trouzus eo deuet stourmerien Ai’ta! betek Plouared dimeurzh eta. War-bouez ur banell divyezhek e kartoñs bet staget ouzh talbenn an ti-gar a-raok al lid ne oa tamm ger ebet e brezhoneg. Goap ur wech c’hoazh setu eo krog ar stourmerien da embann a-bouez penn o c’hoant, harpet gant a bep seurt binviji trouzus (kafar keginañ, vuvuzela…). War-zu sal ar gouelioù int bet goude-se, lec’h ma oa da vezañ profet ur banne. Nac’het o deus an dilennidi ez afent e-barzh hag o deus goulennet gant an archerien stankañ dezho an hent kousto pe gousto. D’an archerdi eo bet kaset tri den, a oa o klask mont-tre, evit bezañ goulennataet, met o welet ne oa seurt da rebech outo int bet laosket da vont tro 7e noz.
Embann sklaer a ra strollad Ai’ta! ne vo ket laouen ma talc’her d’ar goaperezh a ra an SNCF ha d’an dister a youl a zo gant an dilennidi. Brezhoneg penn-da-benn eo a fell deomp : panellerezh divyezhek klok ha par-ouzh-par ; brezhoneg er mekanikoù : kemennoù dre gomz divyezhek ; lakaat en a-raok an implijidi a ouife brezhoneg. Fellout a ra deomp gwelet hor yezh o vevañ, ha ne c’hell bezañ gwir nemet ma vez gwelet er vuhez foran, evel ur yezh evel ar re all. N’eo ket ken disheñvel ar stourm-se ouzh an hini a oa bet gwechall evit derc’hel ti-gar Plouared ha gwelet an TTB o chom a-sav en ti-gar-se : doujañ ouzh ar Vretoned, o bro hag o identelezh. Ma talc’h an SNCF hag an dilennidi da vezañ bouzar e ranko an oberennoù disentiñ kregiñ en dro.