04
Nov
2014

Trouz evit digoradur ti-gar Plouared

D’ar meurzh 4 a viz Du e oa raktreset “digoradur” ti-gar Plouared, ha deuet eo strollad Ai’ta! da embann pegen furloret e oa, gant binviji trouzus a bep seurt : goude kazi dek vloaz a bedagogiezh evit goulenn brezhoneg en tiez-gar eo erru skuizh ar stourmerien o roched orañjez gant ar goap a ra SNCF hag an dister a youl a zo gant ar rannvro war an dachenn-se.

Da c’hortoz muioc’h a ditouroù setu dija danvez an trakt bet skignet hiziv :

Goulenn an aluzenn… 

Abaoe dek vloaz e c’houlomp an aluzenn. N’onn ket pet lizher, n’onn ket pet goulenn emgav, n’onn ket pet oberenn ‘neus graet hom strollad e-pad an dek vloaz-se. Ha kantadoù a euroioù ‘zo aet diganimp da baeañ pegsunioù evit divyezhekaat an tier-gar. Kement-mañ da lakaat hom brezhoneg da vezañ gwelet ha talvoudekaet ‘ba al lec’hioù foran-se.

Met foeltr sort. Kemenn brezhonek ebet. N’eus ket voaien da choaz ar brezhoneg er mekanikoù. Ger brezhonek ebet klevet pe gwelet. Hag hom fegsunioù, skarzhet didruez. 

N’eo ket posubl komz. Bewezh ar memes dismegañs. N’houl ket an SNCF lakaat ar brezhoneg war-wel. Hag e-pad an amzer-se e ra vann Kuzul-rannvro Breizh harpañ ar brezhoneg. Evit gwir ne ra ket forzh an dilennidi.

Da ma dud-kozh oa bet lâret ‘nijent renet ur vuhez du gant o brezhoneg. Da ma dud oa bet lâret e oa didalvez ar brezhoneg. Din-me bremañ ‘vez lâret ‘neus ket ar brezhoneg e blas ‘ba al lec’hioù foran. Cheñch a ra ar c’homzoù. An dismegañs hag an enebiezh a chom. Hag e-keit-se eo bet mil-malet un teñzor a yezh komzet amañ abaoe ouzhpenn mil vloaz a rumm da rumm…

Ha rediet omp da c’houl’ an aluzenn, ma vo roet dimp bruzunoù… hag-eñ ‘fell dimp lakaat ar brezhoneg da sevel e chouk. An SNCF na ra ket forzh ‘vat. Dallet ‘vez gant an arc’hant. Hag ar yezhoù a blij dezhi, met ar reoù ‘zo voaien da rastellat arc’hant gante. Lakeet ‘vez saozneg, alamaneg, kastilhaneg ‘ban tier-gar hag ar mekanikoù… ha kaset ‘vez da gac’hat ar Vretoned a c’houl e vije graet gant o yezhoù ha doujet dionte.

Hom yezhoù ’deus ket talvoudegezh ebet. Lâret hag adlâret eo bet ordin ken e oaromp se ervat. Trugarez d’an SNCF evit addigas kement-mañ da soñj dimp bemdez. Trugarez d’an dilennidi d’ober goap. Met dre forzh bezañ faeus deus an dud ha deus o sevenadur e paker.

Skeudenn an SNCF hag an dilennidi a ya d’he heul ‘vo graet war he zro !

«
»

Comments are closed.