Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a zo bet pedet evit an deirvet gwech gant strollad Ai’ta!? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve ket kalz a lizheroù brezhonek. « Poent bras eo din mont da welet penaos emañ kont du-hont » en doa soñjet. Dont a raio neuze d’ober un tamm tro e Bro-Dreger d’ar sadorn 20 a viz Kerdu, ha reiñ a ra emgav d’an dud :
– e Gwengamp, dirak ar feuteun, da 10 eur
– e Bear, war plasenn kreiz kêr, da 11 eur 30
– e Lannuon, dirak an ti-kêr, da 2 eur g.k.
– e Montroulez, dirak an ti-kêr, da 3 eur 30
Moaien a vo d’ar vugale (ha d’o zud !) dont da welet anezhañ ha da gas pe da lenn o lizher-profoù skrivet e brezhoneg (patrom lizher da dad-kozh an Nedeleg), pa vo e lutuned o reiñ ton dezhi gant sonerezh hag arvestoù plijus a-bep seurt !
Daou bal a zo d’an abadenn-mañ. Da gentañ, reiñ an tu d’ar vugale (hag a zo niverusoc’h-niverus o teskiñ brezhoneg er skolioù) da glevet ha da gomz brezhoneg e-maez o skolioù. Da c’houde e fell dimp kinnig d’an holl dud a gomz hag a souten hor yezh d’en em gavout evit tremen ur prantad plijus ha divoaz an holl asambles. Setu un doare all da diskwel nerzh hor yezh war ar blasenn foran. Pedet eo an dud gour ivez da dont stank ha stank gant o lizher-profoù, ha pa vefe skrivet en ur mod sirius pe faltazius penn-da-benn. Un digarez brav a vo an droiad da lavaret ur wech c’hoazh hor c’hoant da welet ha da glevet ar brezhoneg e pep lec’h er vuhez foran !
Titouroù : contact@aita.bzh