04
Dec
2014

Gourenez Rewiz : emgav get prezidant ar gumuniezh kumunioù ha get maer Sarzhav

En em gavet en deus ar strollad Ai’ta! Bro Gwened get prezidant kumuniezh kumunioù Gourenez Rewiz ha maer Sarzhav, an Ao. David Lappartient, d’an 29 a viz Kalañ Gouiañv.

Kinniget eo bet dezhañ neuze un teul get kinnigoù evit brudiñ ar brezhoneg er vuhez publik a live kar gumuniezh kumunioù pe a live kumun kreiz Gourenez Rewiz. 

Kadarnaet eo bet al live 1 get kêr Sarzhav ag ar garta “Ya d’ar brezhoneg”, bet sinet e 2007, ha sinet eo bet un engouestl evit tapout al live 2 e 2011. Neoazh e vehe aes tre d’ober kalz gwelloc’h get ar gumun. Dilezet eo bet oberoù arouezel él “talvoudekaat glad ar gumun en div yezh”, “kefridiiñ an Ofis da studial anvioù lec’h ar gumun”, “ober get an div yezh bewezh pa vo staliet panelloù nevez” evit lakkat ar yezh da vout gwelusoc’h en dachenn bublik. Chom a ra dister plas ar brezhoneg er gumun neuze ha get ur sell troet àr-zu ar “folkloraj”.

Galvet hon eus da gas da benn ur politikerezh yezh a live uhel evit ar brezhoneg e kumuniezh kumunioù Gourenez Rewiz ivez. En ur tiriad merket kreñv get pouez an touristerezh e c’hall razh an dud, annezidi ar gumun koulz hag an douristed, gwelet yezh hag identelezh ar vro.

Ne vo ket posubl ken diskleriiñ e c’hellhe ar brezhoneg lakaat budjed ar gumun pe ar gumuniezh kumunioù da vonet a‐dreuz ! Ar strollad Ai’ta ! en deus tapet ar studiadenn bet kaset da benn e kumun Pleskob (Morbihan, 4 800 annezad) evit priziañ pegement e koust dezhe lakaat e pleustr ar garta « Ya d’ar brezhoneg » (al live 3 o deus tapet, hag a‐raok pell e vo tizhet gete al live 4, an hani uhelañ). Er studiadenn-mañ ec’h embanner splann penaos e koust dezhe 0,013% eus holl dispignoù ar gumun bep bloaz lakaat e pleustr ar garta… da lâret eo 1078 € !

D’an termen ma ne chom spi erbet e vo un deiz bennaket kadarnaet “karta Europ evit ar yezhoù bihan” get Bro Frañs, o deus ar galloud ar strollegezhioù lec’hel gober ma chomay bev ar brezhoneg e Breizh. Adlâret en deus hor strollad na pouezus eo talvoudekaat ar brezhoneg er vuhez foran e meur a lodenn (sellet doc’h ar yezh er vuhez pemdeziek, klevet ar yezh er servijoù publik ha kaout an tu d’he implij…).

«
»

Comments are closed.