D’an 13 a viz Kerzu 2013, e oa bet sinet e Roazhon an Emglev dazont evit Breizh gant Kentañ ministr ar mare, an Ao. Jean-Marc Ayrault.
Un nebeut gerioù e brezhoneg ‘oa bet distaget d’ar c’houlz-se : « Neb a venn, hennezh a c’hall».
Bloaz goude ar « gemennadenn », ne oar ket brezhoneg an emglev evit dazont Breizh. Sklaer eo evel lagad an naer.
Sinet eo bet e Roazhon ar sizhun dremenet ur feur-emglev evit ar sevenadur e Breizh e-framm an Emglev evit dazont Breizh , gant ministrerez nevez ar sevenadur gall, an It. Fleur Pellerin : kenemglev ebet evit yezhoù Breizh a-benn diorren ar c’helenn divyezhek ha brudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran, dileurierezh barregezhioù ebet war an dachenn-mañ kennebeut, evel kinniget bloaz zo ! Diorren ar c’hleweled ranvroel evel tachenn da amprouiñ, Kreñvaat niver a brogramoù e brezhoneg evel meneget en titl IV an Emglev evit dazont Breizh (diorren personelezh sevendurel Breizh). Ne chom netra eus ar promesoù kaer seblant ! Un dra fetis hepken : an “aluzenn” eus 50 000€ reit evit ar skignañ er c’hleweled…
Komzoù toull a chomo eus an emglev-mañ : netra evit ar brezhoneg ‘benn ar fin ! Diskouez a ra ur wezh ouzhpenn n’eus netra da c’hortoz digant ar gouarnamantoù e Pariz o tont an eil warlerc’h egile. Ne vo nemet gant youl ar vretoned hag ar bretonezed e vo tu da chañch penn d’ar vazh ha reiñ un dazont d’ar brezhoneg !
Un nebeut skeudennoù eus “lid” kentañ deiz-ha-bloaz an “Emglev evit dazont Breizh” d’ar sadorn 13 a viz Kerzu 2014 e Roazhon dirak sez Frañs 3 Breizh !