Park natur ar Mor Bihan ‘vo an trede park natur rannvroel e Breizh hag an 50vet e Frañs ivez. Embannet eo bet ganedigezh ar Park d’an 2 viz Gouel Mikael er gazetenn ofisiel.
E danvez karta ar park e lenner (p.61) “talvoudekaat ar brezhoneg hag ar gallaoueg : Emañ tiriad park natur ar Mor Bihan unan ag ar mammennoù ar brezhoneg, rannyezh ar gwenedeg, a vez komzet ha kelennet er vro (…) Souten a ra ar Park ar sevenadur Breizh ha faot a ra dezhañ seveniñ oberioù evit o diorren kevelet get aozadurioù ispisializet (ofis publik ar brezhoneg, ..), strollegezhioù lec’hel ha kevredigezhioù sevenadurel an tiriad a labour evit brudiñ ar yezhoù rannvro “
Neoazh, e-kerzh al lid evit ar « blakenn lid-kinnig » savet e ti-kêr Sine, d’ar Sul 23 a viz Kalañ-Gouiañv eo bet dizoloet ul logo ofisiel evit ar Park… unyezhek penn da benn !
En em gavet en deus ar strollad Ai’ta ! Bro Gwened get Prezidant ar SIAGM, Ao. david Lappartient, (sindikad etrekumunel en deus labouret evit 15 blez evit krouiñ Park ar Mor Bihan) d’an 29 a viz Kalañ Gouiañv.
Reit hon eus dezhañ un dossier teul get kinnigoù tro àr-dro plas ar brezhoneg er danvez park evit sindikak kemmesk (rannvro, departamant, kumunioù ha kumuniezhoù kumunioù an tiriad) ‘vo krouet e penn kentañ miz Genver 2015 hag a a erlerc’hio ar sindikad etrekumunel kozh.
D’an 31 a viz an Azvent eo bet kaset genomp ul lizher da bep kumun tiriad ar park, d’an etrekumunelezhioù, d’an departamant Mor-Bihan ha d’ar Rannvro.