21
Dec
2014

Troiad 2014 Tad-kozh an Nedeleg

Ar Sadorn 20 a viz Kerdu e oa en em gavet Tad-kozh an Nedeleg war heñchoù Bro-Dreger.

E Gwengamp, Bear, Lannuon ha Montroulez en deus bet ar blijadur da selaou bugale o lenn al lizherioù savet gante, dezhe da lâret dezhañ penaos int chomet fur ar bloaz-mañ hag ar pezh a fell dezhe kaout. War velo e oa deuet, ur garrigellad binvioù ha traoù lipous stag dioñtañ. Asambles gantañ e oa un toullad lutuned deus Ai’ta! Bro-Dreger evit reiñ ton d’an abadenn gant kanaouennoù, tonioù muzik ha troioù-kamm stank graet an eil re deus ar re all. Un taol kaer eo bet evit bloaz pa oa kalzik a vugale deuet gant o zud. Paneve ar skolaerien ha tud tomm deus ar yezh ha deus ar paotr gwisket e ruz ne vije ket deuet ken brav, anat deoc’h. Mersi bras dezhe, ha gant ma vefont gwelet stankoc’h c’hoazh ar bloaz da dont.

Skipailh Ai’ta! Bro-Dreger

Drive 158 skeudenn

«
»

Comments are closed.