02
Jan
2015

Emañ France 3 Ouest e gwerzh war Le Bon Coin !

Atav e vez deroù ar bloavezh ar c’houlz mat d’ober ar poent ha da skarzhañ an traoù kozh na servijont ket ken. Setu perak en deus dibabet strollad Ai’ta ! Lakaat war gwerzh France 3 Ouest war Le Bon Coin evit ur priz dister hag arouezel, un euro tra ken : http://www.leboncoin.fr/image_son/751969662.htm

Pase poent eo leuskel a-gostez ur seurt skinwel gant ma ‘z eo erru poaz, unan na glot ket ken gant ar bed tro-dro. Trawalc’h gwelet ez eus bet dibabet gant renerien ar chadenn serriñ France 3 Hirwazh etre an 22 a viz Kerzu hag ar 4 a viz Genver evit « espern arc’hant ». Ha gwazh a se ma ne c’hell ket ar sellerien kavout o frogrammoù boaz, dreist-holl ar re e brezhoneg, daoust dezho bezañ treut-ki dija. Pa oa deuet ar c’hentañ ministr, Manuel Valls, da Vreizh evit lidañ deiz-ha-bloaz an Emglev evit dazont Breizh en doa gwisket e zilhad Tad-kozh an Nedeleg ha prometet un toullad traoù d’ar Vretoned. Hag eñ da embann e Brest e vefe harpet kreñv ar brezhoneg gant e gouarnamant. Ne c’hell strollad Ai’ta ! nemet pediñ anezhañ d’ober ar pezh a lavar, evit ur wech, diwar-benn hor yezh hag an dud a ra ganti.

Kerkent ha skarzhet ar c’hozh chadenn skinwel-mañ na vez ket a live gant ur servij publik digreizennet ne vo ket diaes kavout un dra welloc’h da lakaat e plas. Trawalc’h teurel ur sell ouzh ar pezh a gaver e kornioù all ar c’hwec’hkornek evit diskoachañ ar chadenn France 3 Via Stella a gaver e Korsika. Ur chadenn en div yezh, korseg ha galleg, ha vez outi abaoe 2007, gant ur budjed a ro an tu da skignañ 24 eurvezh a brogrammoù e yezh an enezenn, ha gant un heklev bravig da gaver « chadennoù » all France 3. Mallus e teu da vezañ gwelet e Breizh ur media a live, unan gouest da gomz eus buhez an dud hag ar vro, an ekonomiezh, ar bolitikerezh, ar sevenadur ha kement zo. Bloavezh ar c’hevatalded e vefe 2015 ?

«
»

Comments are closed.