Diriaou da noz e oa en em vodet un nebeud izili deus Ai’ta! Treger e mont e-barzh Karrez Hud Lannuon evit displegañ d’an arvesterien ha d’ar mediaoù penaos eo berzhet brasañ lec’h sevenadurel Treger d’ar brezhoneg ha da sevenadur ar vro. Poent bras da dilennidi Lannuon Treger Kumuniezh cheñch penn d’ar vazh ha d’ar rener, Philippe Le Gal, diskouez doujañs evit ar Vretoned, o yezh hag o sevenadur !
Da heul testenn an trakt dasparzhet :
Lec’h sevenadurel pouezusañ korn-bro Lannuon eo ar C’Harrez Hud. Arc’hantet eo gant hon zailhoù, lonkañ a ra tro 90 % deus bujed ar sevenadur en tolpad-mañ… Bezañ zo div yezh er vro, ar galleg hag ar brezhoneg. Hemañ zo bev-mat amañ c’hoazh, hag evit ma talc’hfe da vevañ e rank bezañ talvoudekaet e pep lec’h er vuhez foran… war al leurennoù bras evel e lec’h all ! Deus doujañs evit ar sevenadurioù ha Gwirioù Mab-Den an hini a zo kaoz amañ !
Daoust dimp bezañ goulennet meur a wech, dre lizher ha da geñver un emgav gant an dilennidi ha gant rener ar C’Harrez Hud, ma vo doujet d’hor yezh ha roet e blas d’ar brezhoneg amañ e c’hortozomp c’hoazh ! Petra zo ret ober ?
Goulenn a reomp groñs :
• muioc’h a blas da sevenadur ar vro e roll an abadennoù : lies ha pinvidik eo sevenadur ar vro ha kalz a draoù a galite a vez krouet e Breizh ha/pe e brezhoneg (sonerezh, koroll, c’hoariva…). N’ eo ket reizh na vefe roet lec’h ebet dezhe war leurenn vrasañ bro Lannuon !
• ur skritellaouiñ divyezhek e diavaez hag e diabarzh ar savadur hervez an emglevioù bet sinet ha votet gant Kumuniezh Lannuon Treger : ul lec’h publik savet gant arc’hant publik eo ar C’Harrez Hud, hag ur bannelerezh divyezhek par-ouzh-par a rank bezañ staliet ennañ, evel ma vez graet e lec’h all (ti-kêr, kumuniezh kumunioù, ti an implij…).
• ur c’helaouiñ divyezhek par-ouzh-par en div yezh : evit ar c’houlz ne vez graet nemet e galleg (skritelloù bras, roll an abadennoù, paperioù brudañ…) war digarez e vefe ur sal « vroadel » ! Ha koulskoude e vez implijet muioc’h-mui ar brezhoneg er vuhez foran hag e salioù sevenadurel all ar vro, ret eo ivez e vefe graet er C’Harrez Hud.
DOUJAÑS EVIT YEZH HA SEVENADUR AR VRO ER C’HARREZ HUD ! |