Kinniget en doa ar strollad Ai’ta ! ur votadeg keodedel e ti-gar Gwengamp disadorn beure evit goulenn gant an dud o soñj diwar-benn ar bannelerezh da zont. E-mesk an dremenidi ez eus 92 dioute o deus kemeret perzh ha respontet d’ar goulenn : « Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek brezhoneg-galle ha par-ouzh-par ar bannelerezh e ti-gar nevez Gwengamp ? » 89 den o deus respontet « ya », 1 en deus respontet « n’eo ket » ha 2 « n’ouzon ket » (s.o. an daloenn).
Voterien / Votants |
Dre gant / Pourcentages |
|
Ya / Oui |
89 |
96,7 % |
Ket / Non |
1 |
1,1 % |
N’ouzon ket / Ne sais pas |
2 |
2,2 % |
Hollad / Total |
92 |
100 % |
Gant an oberenn-mañ e weler ur wech ouzhpenn ez eus ur goulenn gwir evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg e tier-gar Breizh. Harpet eo ar goulenn-mañ gant kalzig a dilennidi (Annie Le Houerou, kannadez Gwengamp, en o mesk) ha strollegezhioù lec’hel (Kumuniezh Kumunioù Gwengamp ha Kuzul Rannvro Breizh en o mesk ; gante e vez pourchaset 61 % deus an arc’hant postet da reneveziñ an ti-gar).
Goulenn groñs a ra Ai’ta ! gant an SNCF derc’hel kont deus ar goulennoù-se ha cheñch penn d’ar vazh rak ar pezh zo kinniget ganti n’eo ket mat : dister plas ar brezhoneg er bannelerezh ha lakaet a-live gant ar yezhoù estren en e vro ! Er c’hontrefed e c’houlennomp ma vo talvoudus ar bannelerezh divyezhek da zont (an holl ditouroù a ranko bezañ roet e brezhoneg, par ouzh ar galleg) hag hor yezh a dle bezañ er paperioù-titouriñ, er mekanikoù, er c’hemennadennoù dre gomz, hag an implijidi brezhonegerien kontant d’ober gant ar yezh en o labour a rank bezañ talvoudekaet ivez. Abalamour da se e c’houlennomp c’hoazh kejañ ouzh renerez an SNCF e Breizh, daoust d’ar goulenn-mañ bezañ chomet direspont betek-hen.