Emañ ar votadegoù departamant o tostaat buan, hag un darvoud a-bouez eo evit reiñ lañs ha nerzh d’ar brezhoneg er pemp korn eus ar vro !
E Aodoù an Arvor e c’hallfe bezañ graet kalz muioc’h evit ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien, ha pa vefe war tachennoù evel an deskadurezh, ar re yaouank, ar sevenadur, ar stummañ, ar c’hehentiñ, ar panellerezh… Met ne vo graet netra ouzhpenn ma ne c’houlennomp ket ni e vefe graet !
Met estroc’h evit kemer perzh er c’houlzad lizheroù da gas d’an dud war ar renk en ho kanton (https://2015.aita.bzh/br/) zo d’ober !
Gervel a ra Ai’ta! an holl dud tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg d’en em vodañ disadorn, 14 a viz Meurzh, e Sant Brieg evit goulenn ma vo savet ur gwir politikerezh yezh en departamant kerkent ha disoc’h ar votadegoù !
Emgav adalek 11 eur 30 dirak sez Kuzul Meur Aodoù an Arvor (Plasenn De Gaulle).