31
Mar
2015

Digwener, votadeg foran e ti-post Republik e Roazhon

Gant strollad Ai’ta !, hag a zifenn implij ar brezhoneg er vuhez foran, e vo aozet ur votadeg foran digwener, d’an 3 a viz Ebrel, eus 11e da 3e gm, dirak ti-post Republik e Roazhon. Pal ar votadeg-mañ a vo goulennata ar pratikoù, an implijidi, kement ha tud ar vro war plas ar brezhoneg er burevioù post e Roazhon. Ur goulenn eeun a vo savet outo : « Ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek, brezhoneg ha galleg par-ouzh-par, tiez-post Roazhon ? »

Ur strollad hag a stourm evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran eo Ai’ta !. Abaoe un toullad bloavezhioù eo bet hor strollad e darempred gant renerien La Poste evit goulenn ma vo brezhoneg er burevioù post (panelloù, mekanikoù, lakaat war-raok an implijidi a oar brezhoneg…). Ne c’hell chom bev ur yezh nemet ma c’heller ober ganti bemdez, da lavaret eo gwelet, klevet ha komz brezhoneg e kement degouezh posubl. Kement-mañ a rank bezañ gwir ivez er rouedad tiez-post a gaver e Breizh, rak kalzig a dud a vez o vont hag o tont drezhañ. Perak ‘ta e vefe dibosubl ober e Breizh ar pezh a vez graet abaoe pell evit yezhoù minorel all en Europa ?

A-drugarez da labour labour strollad Ai’ta ! ez eus bet gellet degas hor yezh en un nebeut burevioù post dija. P’emañ kêr Roazhon o boulc’hañ an hent gant ur steuñv politikerezh yezh a zlefe bezañ youlek, e rank Ar Post mont da-heul. Kemer harp a c’hell war Ti ar C’hevredigezhioù evit staliañ panelloù ma vo brezhoneg warno holl, hag a live gant ar galleg (memes ment, memes skritur, memes titouroù).

Digwener, eus 11e mintin da 3e gm, e fell d’hor strollad reiñ an tu da dud Roazhon embann o soñj war plas ar brezhoneg er burevioù nevez kempennet. D’an ober e vo aozet ur votadeg dirak burev post Republik.

Deuit niverus da votiñ ha da reiñ an dorn !

«
»

Comments are closed.