26
Mar
2015

Emgav get Gwened Tolpad

En em gavet en doa ar strollad Ai’ta! Bro Gwened get kuzulier-kumuniezh dileuriet evit ar sevenadur Breizh Gwened Tolpad, Gabriel SAUVET,  hag atebeg ar servijoù sevenadurel ha sport, David KERDELANT,  e-karg ivez ag an heuliiñ oberoù evit ar garta “Ya d’ar brezhoneg” ( karta sinet d’an 10 a viz Gwenholo 2010 ha n’eo ket bet c’hoazh kadarnaet al live 1 …). Kaset e oa bet genomp ivez ul lizher digor da Brezidant Gwened Tolpad ha d’an holl guzulierion kumuniezh evit lâret dezhe ne oa  ket merzet kalz araokadennoù  ha memes àr tachennoù zo (bageal) e yae e an traoù àr-gil  !

Blez goude  emgav kentañ get Prezidant Gwened Tolpad  e c’hoarveze an emgav nevez-mañ , ur blez hanter ivez goude oberenn ar strollad a-enep panellerezh nevez unyezhek rouedad busoù tolpad Gwened KICEO.

Reit eo bet d’an tolpad un doser arall diàr stad an traoù evit ar brezhoneg blez zo goude hor emgav kentañ .

Àr div dachenn a-bouez evit un tolpad ne ya ket an traoù àr-raok !

  • VAN_1309141507.jpgNac’hiñ kemer kont ar brezhoneg er rouedad busoù an tolpad daoust hor goulennoù ! N’eus netra rakwelet evit ma vo lakaet brezhoneg er gevrat dileurierezh servij publik, etre Gwened Tolpad ha CPTV/KICEO, izembregrerzh TRANSDEV (VEOLIA), a zo é veriñ ar rouedad busoù tolpad Gwened.  D’an 31 a viz Eost 2016 e vo deiziad termen ar gevrat sinet 11 blez zo. Kroget ‘vo emberr an eskemmoù evit he adneveziñ….

 

  • base nautique séné Krouiñ  un diazezadur publik lec’hel e miz C’hwever 2014 evit meriñ an obererezhioù merdeiñ a live tolpad , NAUTIK 47, é tolpiñ ar 4 kreizenn verdeiñ an tiriad (Sine, Baden, An arvor-Baden, Aradon). Nevesaet eo bet e 2014 kreizenn vageal Sine met ger erbet e brezhoneg daoust d’ar garta sinet e 2010 ma oa skrivet enni ” Ober gant an div yezh bep tro ma vez staliet panelloù nevez“. Ger eerbet e brezzhoneg àr al lec’hienn internet, kentel erbet e brezhoneg evit ar skolidi, na staj bageal erbet e brezhoneg…èl rezon !

Divountet e oa bet genomp lizherennoù plastik doc’h magoer kreizenn verdeiñ Sine e miz Eost 2014 (sellet doc’h ar foto) ,ha reit en dro (dre “colissimo” mar plij !) get ul lizher da rener Nautik 47. Kaset e oa bet ivez ul lizher d’an holl bennoù bras Gwened Tolpad.

«
»

Comments are closed.