30
Mar
2015

Koulzad “dilennadegoù departamant 2015 ha brezhoneg” : an disoc’hoù diwezhañ !

Da vare an dilennadegoù departamant e aters strollad Ai’ta an holl listennoù war ar renk e keñver o raktres evit ar Brezhoneg e Breizh.

Etre div hent emañ ar Brezhoneg hiziv an deiz ha mallus eo ober pep tra a c’heller ober evit cheñch penn d’ar vazh ha sikour Breizh hag ar Vretoned da adperc’hennañ o yezh.

Galloud a zo gant an departamant dre he varregezhioù evit kas war raok plas ar Brezhoneg er vuhez pemdeziek ha lakaat e plas ur gwir bolitikerezh yezh

Digoret eo bet gant Ai’ta! ul lec’hien internet ispisial: 2015.aita.bzh e lec’h ma vezh kinniget d’ar Vretonnezed ha d’ar Vretoned ur goulennaoueg (heni 6 tem bras e keñver ar yezh) evit mont davet an dud war ar renk en o kanton. Simpl e oa ar pal: goulenn petra a vo graet gant an dud war ar renk ma vezont dilennet.

ar bilañs : 177 koublad a dud war ar renk (354 den) zo bet goulennet evit an dilennadegoù departamant ha 55 respont zo bet rastellet. Sellet ouzh al lec’hienn evit an disoc’hoù dre ar munut : https://2015.aita.bzh/br/disochou-koulzad-2015/

«
»

Comments are closed.