Da geñver ar c’houlzad « Dilennadegoù departamant ha brezhoneg » e oa bet un tregont a stourmerien ha skoazellerien Ai’ta ! o vrezhonekaat talbenn Kuzul meur Aodoù an Arvor, disadorn e Sant Brieg, rak betek-hen ne oa ger brezhonek ebet e-lec’h ma vez bodet ar c’huzul departamant. Pal an oberenn arouezius-mañ a oa sachañ evezh an dud war ar renk, hag en o mesk an dilennidi da zont, war stad gwall dener ar brezhoneg en departamant ha goulenn groñs ma vo savet ur politikerezh hollek ha kreñv evit gwareziñ ha diorren hor yezh e Aodoù an Arvor.
Er penn a-raok e oa bet an departamant war an dachenn-se er bloavezhioù 1980, pa oa bet staliet ar panelloù hent divyezhek kentañ e Breizh. Hirie n’en deus ar c’huzul meur tamm youl ebet, ha disurzh-bras a zo en tammoùigoù traoù a vez graet tu pe du. Koulskoude e vefe aeset kas an traoù war-raok o sevel obererezhioù na vefent ket re goustus : sevel ur c’harg a eil-prezidant-ez e-karg deus ar brezhoneg (evel m’eo bet graet gant Kuzul meur Penn ar Bed ha gant Kuzul rannvro Breizh), sevel ur garta grafek ha kehentiñ ingal dre an div yezh, sevel ur c’hoñkour evit bugale ar hentennoù divyezhek hag ar skolioù Diwan evit ober dezhe kejañ ouzh brezhonegerien pe gallaouegerien a-vihanik (abadenn « Klaskerien soñjoù » e Penn ar Bed)…
Abalamour da se ez eus bet kaset ul lizher hag ur c’houlennaoueg (s.o. pezh stag) d’an holl strolladoù war renk evit dilennadegoù miz Meurzh. Embannet e vo o respontoù (hag o diouer a respont) war ul lec’hienn internet savet a-ratozh. Met evel ma lâre Yann, unan deus ar stourmerien o doa kemeret perzh en oberenn : « Eizhteiz a-arok an dro gentañ n’ez eus respont ebet a-berzh Alain Cadec ha Vincent Le Meaux, pep hini anezhe e penn listennoù an UMP hag ar PS e Aodoù an Arvor. Chom mut war an afer-se zo ur gemennadenn fall-tre kaset d’an holl dud a fell dezhe gwelet ar brezhoneg bev en departamant ! Ret eo dezhe respont d’ar goulennoù ha kregiñ ‘barzh a-raok na vefe re diwezhat.