Skrivet en deus ar strollad Ai’ta ! da Joël Le Jeune, prezidant Kumuniezh Lannuon-Treger evit sachañ e evezh war ar fed eo divrezhonek an droiad sevenadurel ha touristel nevez anvet « Granit rose tour » (s.o. lizher digor stag). E 2013 e oa bet loreet Tolpad kêrioù Lannuon-Treger evit he labour talvoudekaat ar brezhoneg er vuhez foran. Hirie e seblant gwelloc’h gant LTK ober gant ar saozneg ha neket gant yezh ar vro ken…
P’emañ ar brezhoneg en arvar-bras ez eo hennezh ur sin fall-put an hini eo a-berzh an dilennidi, hag ur seblant fall kaset d’ar vrezhonegerien ha d’an holl dud a fell dezhe e chomfe bev hor yezh hag hor sevenadur. Se zo kaoz e sav Ai’ta ! e vouezh evit goulenn gant an dilennidi cheñch penn d’ar vazh diouzhtu hag ober gant ar brezhoneg, p’ar d’ar yezhoù all, en holl elfennoù az ay d’ober ar « Granit rose tour » (panelloù touristelezh, lec’hienn Internet www.graniterose-tour.com, paperioù, tier an douristed…), a-raok na vefe digoret hemañ war an ton bras.
Da heul testenn al lizher kaset da J. Le Jeune :
Demat,
Al lizher-se a skrivomp deoc’h diwar-benn ar wenojenn dizoloiñ lesanvet « Granit rose tour » (Tro ar mein-greun ruz) (circuit du granit rose) hag a vo lidet e fin miz Ebrel, hervez.
C’hoant meump goût peseurt plas a vo evit ar brezhoneg e-barzh an ostilh sevenadurel ha touristel nevez-mañ (skritellaouiñ, lec’hienn internet, levrig-hentañ dre gomz ha dre skrid, kartenn…). War a-seblant n’ eo bet roet plas nemet d’ ar galleg ha d’ ar saozneg, evit ar c’houlz.
N’ ankouait ket eo ar brezhoneg elfenn gentañ sevenadur hag identelezh Aod ar mein ruz. Reizh eo ‘ta derc’hel kont dioutañ da vat e binvioù a seurt-se a-benn doujañ d’ ar vrezhonegerien ha d’ o yezh. Kinnig ar yezh d’ an douristed a zo un arguzenn ouzhpenn rak plijout a ra dezhe sevenadurioù disheñvel ha pinvidigezh un tiriad ur yezh espar ennañ.
Goulenn a reomp groñs ‘ta reiñ e blas d’ ar brezhoneg er « granit rose tour » evel-mañ da heul :
> staliañ ur skritellaouiñ par ouzh par brezhoneg-galleg-yezhoù all war holl lec’hioù ar wenojenn.
> embann teuliadoù (levrigoù, pleg-follenoù…) divyezhek brezhoneg-galleg pe e brezhoneg penn da benn evel ar pezh a zo bet graet evit ar saozneg ! N’ eus kudenn deknikel ebet !
> treiñ e brezhoneg, evel ar pezh a zo bet graet e saozneg, lec’hienn granitrose-tour.com
> kinnig d’ an implijidi hag int brezhonegerien dougen ur badj (brezhoneg a gomzan) hag ur stummadur a-benn degemer an dud hag hentañ anezhe e brezhoneg pe/ha tuta brezhonegerien stummet.
Ouzhpenn doujañ d’ hor glad sevenadurel ha yezhoniel, an oberoù-se a glotfe gant ar politikerezh sinet ha votet gant Kumuniezh Lannuon-Treger ha kumunioù-zo war an tiriad (karta Ya d’ ar brezhoneg).
Laouen omp da gejañ ganeoc’h an abretañ ar gwellañ a-benn sellout a-dost ouzh an holl poentoù-se.
A galon,
Aï’ta ! Treger