07
May
2015

A-benn disadorn e vo 10 vloaz Ai’ta ! e Lannuon

Disadorn, 9 a viz Mae, e vo aozet un darvoud dreistordinal gant Ai’ta ! war kroazhent-tro ar Boutilh e Lannuon : ul lid e koun an taol kentañ graet gant ar strollad e 2005, dek vloaz zo !

Pedet eo an holl da zont adalek 5 eur neuze : an dud o deus bet tro da wiskañ ar roched orañjez ur wech bennaket koulz hag an dud a-du gant ar brezhoneg er vuhez foran.

Da heul an obererezh arouezius-se e vo dalc’het er memes lec’h ur brezegenn gelaouiñ evit sevel un tamm bilañs eus ar stourm evit ar brezhoneg hon eus kaset e-pad 10 vloaz, adlavaret war ar groaz e fell dimp gwelet ar brezhoneg e pep lec’h er vuhez foran, hag ivez embann ez-ofisiel e vo adlañset Gouel Broadel ar Brezhoneg gant Ai’ta ! e kreiz Breizh e dibenn miz Mae. Deuit niverus !

«
»

Comments are closed.