Kemennadenn obererezh 10 vloaz Ai’ta! d’an 9 a viz Mae 2015 e Lannuon
En nevez hañv 2005 e oa bet savet en Treger ur strollad nevez, Ai’ta ! e anv, gant un toullad merc’hed ha paotred yaouank. Ar pal ? Difenn ha broudañ ar brezhoneg er vuhez bublik evit ma c’hallo ar vrezhonegerien lenn, skrivañ ha komz brezhoneg e pep lec’h. Gallout komz yezh e vro a zo unan deus diazezoù gwirioù Mab-Den, hag ur binvidigezh evit an holl Vretoned eo hor yezh. Alese ar gerioù stur dibabet ganimp : “Brezhoneg, yezh vev! Brezhoneg, yezh ofisiel!”
War kroazhent-tro ar Boutilh, e Lannuon, e oa bet dalc’het an oberenn gentañ e 2005. Abalamour da se e staliomp hirie ur plankenn e koun an darvoud-se. « Brezhoneg ofisiel ! » a zo skrivet warni, rak ur redi eo ofisielaat hor yezh evit ma c’hallo bezañ gwarezet, evel m’eo bet graet bet pell zo dija e broioù all e-lec’h m’emañ ar yezh en arvar : evit ar c’hembraeg e bro Gembre, evit an euskareg e bro Euskadi, evit ar galleg e bro Gebek…
En ur ober 10 vloaz ‘meump stourmet “war pep tachenn”, evel ma lâre Anjela Duval, hag aet an traoù war-raok : hirie e krog ar brezhoneg da vezañ talvoudekaet en tier-gar, en tier-post, er festivalioù… E Lannuon omp hirie ivez abalamour omp bet gwelet kalz er gumun-mañ. Splann an disoc’h : adlañset politikerezh ar yezh en ti-kêr, un dilennad e karg deus ar brezhoneg, an holl banelloù nevez divyezhek par-ouzh-par, stummadurioù brezhoneg kinniget d’an implijidi, brezhoneg e ti an departamant, ha dizale e vo roet muioc’h a blas d’ar brezhoneg er C’Harrez Hud, evel m’eo bet lavaret gant dilennidi LTK… Ur skouer vat eo Lannuon eta, diskwel a ra e c’hall ar brezhoneg bezañ talvoudekaet er vuhez foran, pa vez dilennidi o labourat da vat… ha stourmerien war evezh ivez ha war o chouk pa vez ezhomm ! Ra vo heuliet an hent-se e peurest ar vro!
Evit achuiñ e fell dimp embann war ar groaz e vo dalc’het gant Ai’ta ! Gouel Broadel ar Brezhoneg d’ar 24 a viz Mae e kreiz Breizh, e Tremargad, gant prezegennoù, standoù, sonadegoù, fest-noz… : bodañ an holl Vretoned kar o yezh a fell dimp, evit dougen ar brezhoneg asambles ha labourat da gas anezhañ pelloc’h… Evit ar brezhoneg, Ai’ta!