Ouzhpenn mil a dud o doa kemeret perzh an dibenn-sizhun tremenet e Gouel Broadel ar Brezhoneg aozet da geñver 10 vloaz Ai’ta ! Eus ar c’humunioù tro-dro pe eus tu all ar vro e oa deuet an holl da gaout plijadur gant an oberennoù niverus a zo bet kinniget. Gant ar gumun eo bet lidet diouzh ar mintin ar banellerezh nevez savet gant ar strollad Ai’ta ! Ar re gozh hag ar re yaouank o deus c’hoariet asambles d’ar paledoù e brezhoneg goude lein. Ar re aketusañ o deus gellet heuliañ goude-se kendivizoù diwar-benn an disentidigezh keodedel ha war dazont ar stourm evit ma vevo ar brezhoneg. Gellet o deus an arvesterien pleustriñ en un doare fetis zoken da vare ar c’hermes. Dindan an heol ha gant sonerezh o deus gellet an dud konkouriñ da vannañ panelloù divrezhonek koulz ha kemer perzh e c’hoarioù disentus all. Da heul o deus gellet an arvesterien dibab etre ar fest-noz hag ar sonadegoù. Holl rummadoù oad a oa war al leurenn ha dirazi ivez. Leun-chouk e oa sal ar gumun evit dañsal war tonioù ar vreudeur Morvan pe ar strollad War Sav. D’ar memes mare e sone strolladoù dindan ar chapito. Liesseurt eo bet ar sonerezh gant Reggae, Rock ha muzik elektronek zoken, e brezhoneg hag e katalaneg.
Laouen eo neuze Ai’ta ! dre ma ‘z eo deuet brav an dibenn-sizhunvezh aozet asambles gant kumun Tremargad, kevredigezhioù ha koñversanted ar vro. Trugarez vras d’an holl dud o deus skoazellet ac’hanomp mod pe vod ! Truezus eo memestra emzalc’h kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh he deus nac’het skoazellañ ar gouel poblek-se evel m’eo sañset d’ober evit an holl darvoudoù a c’hoarvez war he zachenn, pa glote penn da benn an darvoud gant ar pezh a vez goulennet digant an holl kevredigezhioù all. Un dibab ideologel an hini eo, ha splann eo ‘ta e labour dilennidi KKKB a-enep ar brezhoneg hag ar re a stourm evit derc’hel anezhi bev. Kiriek-mat int neuze eus marv hor yezh, hor sevenadur hag hor bro ivez.
Gouel an 10 vloaz zo bet an digarez da ginnig ivez aozadur nevez kevredigezh Mignoned Ai’ta ! Pal ar framm-se a vo kinnig ostilhoù d’ar strollegezhioù foran, d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù evit kas war-raok ar brezhoneg war an tachennoù-se, keit ma talc’ho Ai’ta! gant e stourm e-maez al lezenn. Ur c’houlzad stourm nevez hag ar strategiezh az aio da heul a vo dibabet d’an 19 ha 20 a viz Gwengolo 2015 e Tremargad. Evit ma vo kreñvoc’h hag efedusoc’h ar stourm e fell da Ai’ta! e vefent dibabet gant ar muiañ ar gwellañ a berzhidi eus an Emsav politikel ha sevenadurel. Pedet eo an holl dud o deus c’hoant da reiñ un dazont d’hor yezh da gemer perzh en emvod-se.