C’hoant ho peus ez afe war-raok ar brezhoneg e Kumuniezh Lannuon Treger ? Lârit buan ho soñj ‘ta ! Betek ar 15 a viz Mae e kinnig Kumuniezh Kumunioù Lannuon Treger ur c’houlennaoueg diwar-benn raktres dazont an tiriad. Digor eo d’an holl ha pep hini a c’hall mont d’e di-kêr evit leuniañ anezhañ peotramant kas e damm skrid a-drugarez d’al liamm Internet-mañ :
http://www.lannion-tregor.com/fr/grands-projets/l-avenir-ensemble-an-dazont-asamblez.html
Ha fellout a ra deoc’h gwelet hor yezh kemeret, dre skrid ha dre gomz, en holl bolitikerezhioù savet gant LTK ? Setu roll (diglok) an traoù meret gant ar gumuniezh kumunioù e-lec’h ma rank hor yezh kavout he flas en holl obererezhioù, er c’hehentiñ, er panellerezh, e stummadurioù an implijdi… :
- Ar yaouankizoù (kreizenn Plouared, kreizenn Kawan…)
- An deskadurezh (ENNSAT, IUT…)
- An treuzdougen : ar c’hirri-boutin, ar beloioù…
- En abadennoù sevenadurel(Ar C’Harrez Hud, akwarium Tregastel, planetarium Pleuveur-Bodoù…) hag ar sport (poull-neuial Lannuon, kreizennoù bageal…)
- An endro (takadoù gwarezet, Natura 2000,…), an dour, al lastez
- An douristelezh (tier an douristed, bruderezh, abadennoù…)
- An ekonomiezh
- Al lojañ
Hep goulenn sokial, brezhoneg ebet ! Neuze, arabat chom da gousket, kasit ho skrid a-raok an termen ha goulennit groñs ma vo kemeret e kont ar brezhoneg e pep keñver !