01
May
2015

Peseurt plas evit ar brezhoneg e Gwened ?

Aozet eo bet un die-in evit lid digoriñ mediaoueg nevez Gwened e karter Menemeur ha reit traktoù. Divrezhoneg e oa ar vediaoueg pa oa bet digoret d’ar 6 a viz Ebrel (kartenn staget) hag an dalc’h albomoù yaouankiz e brezhoneg kaset en tu arall ag al levraoueg 80 m ag ar lec’h evit ar yaouankiz… Kaset e oa bet doc’htu ur gemennadenn d’ar c’huzulier ti-kêr e-karg ag ar brezhoneg, Ao. patrick Mahé, en ur lâret dezhañ e oa gober goap da vat ag an engouestloù bet kemeret gant ti-kêr Gwened  en ur c’harter el lec’h ma gonter 250 bugel en hentadoù divyezhek (skolioù Fransez Ambon, Sant-Gwenn ha skolaj Menemeur) . mediaoueg gwened karter menimeur vannes médiathèque ménimur

Memes ma oa bet savet buan ur panellerezh diavez e brezhoneg evit al lid-digoriñ get ar maer,  e welomp e ya àr gil ar yezh abaoe tro 2 vleziad: panellerezh hent unyezhek e lec’hioù ‘zo, panelloù glad ha àr savadurioù foran divrezhoneg goude labourioù ‘zo, brezhoneg ebet e-pad darvoudoù publik, postoù kelennerion lammet en hentadoù publik hap ma vo savet e vouezh get an ti-kêr…

médiathèque ménimur vannes

E Miz Gwenholo 2007 eo bet tapet 1añ live karta “Ya d’ar Brezhoneg” get kêr Gwened hag engouestlet he deus da dapout al live 2, e touez ar 4 live a zo en holl, met n’eo ket bet graet c’hoazh. En em gavet hon doa get Maer Gwened e miz C’hwevrer 2014, reit dezhañ un doser get kinnigoù un teuliad get kinnigoù, eskemmet e miz mae 2014 gant ar c’huzulier ti-kêr e-karg ag ar Brezhoneg, skrivet ur wezh ur lizher d’ar maer Gwened e miz Goure 2014.

Gervel a reomp dilennidi kêr Gwened da zihuniñ ha da lakaat e-plas an ostilhoù a roio ur gwir plas d’ar Brezhoneg er vuhez foran (ha ket unan folklorel):

  • anvadur ur gwazour ag an ti-kêr e-karg eus ar Brezhoneg (e-giz ma oa gwezharall), a c’hellehe bout kenlodennet get tolpad Gwened
  • lakaat e-plas ur garta diabarzh e-keñver implij ar Brezhoneg e servijoù an ti-kêr
  • lakaat e-plas ur poellgor get kevredigezhioù lec’hel evit heuliañ an doare ma ‘z a àr raok ar Brezhoneg e kêr Gwened
  • priziañ bep bloaz politikerezh yezh an ti-kêr
  • sevel oberennoù evit stummañ an implijidi d’ar Brezhoneg evit ar re o deus c’hoant.
«
»

Comments are closed.