10
Jun
2015

Emgav etre Ai’ta! ha Kengredit Breizh

En em gavet eo ar strollad Ai’ta! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik).

Krouet e oa bet produioù nevezus war dachenn ar yezh gant Kengredit Breizh er bloavezhioù 80 ha 90 (chekennaouegoù e 1982, bilhedaouerioù e brezhoneg e 1997).

E touez an embregerezhioù bras kentañ o sinañ ar garta “Ya d’ar Brezhoneg” (e 2001) ‘oa bet Kengredit Breizh.

O labourat war un aozadur nevez anvet « Bank an dazont » emañ Kengredit Breizh ha seblant eo bet disoñjet ar brezhoneg. Sklaer eo evel lagad an naer pa weler ar patrom ajañs nevez bet digoret e Plouarzhel (Penn-ar-Bed). Poent bras eo chañch penn d’ar vazh evit ur bank a zo sañset bout “dibar” , “lec’hel” hag “engouestlet”. Spi bras hon eus e vo graet strivoù evit nevesaat ar garta “ya d’ar brezhoneg” bet sinet e 2001 (14 bloaz zo..) gant palioù nevez ha nevezus evit ar yezh.

Kinniget zo bet  un teul da Gengredit Breizh gant kinnigoù resis.

Daoust d’an emgav-se n’hon eus ket bet respont ebet d’ar c’hinnigoù graet get hor strollad. Kaset eo bet ul lizher ha meur a bostel a zo chomet direspont. Kenderc’hel a ra Kengredit Breizh gant e raktres “Bank Dazont” da nevezaat e ajañsoù hep brezhoneg ebet. Un nebeut skeudennoù eus ajañsoù Karaez, Gwened Ar poulfank, Plouarzhel, Lannuon…

«
»

Comments are closed.