Emvod diwezhañ Ai’ta ! Treger a-raok an hañv a vo dalc’het dimeurzh, 9 a viz Even, da 8 eur e Logivi-Lannuon (emgav e maner Kernegez).
War ar stern :
- bilañs hiniennel deus 10 vloaz Ai’ta ! ha Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad
- teuliadoù war ar stern e bro Dreger (tier-gar; LTK…)
- aozadur Ai’ta ! Treger goude an hañv
Digor eo d’an holl, deuit niverus gant un dra da debriñ ha/pe da evañ.