Etre ar 15 a viz Ebrel hag ar 15 a viz Mae ez eus bet dalc’het un enklask foran diwar-benn dazont Kumuniezh Lannuon Treger. Galvet en doa ar strollad Ai’ta ! an holl dud da lâret o soñj ha da c’houlenn groñs ma vo roet tout e blas d’ar brezhoneg e politikerezhioù an tiriad.
Enklask foran Lannuon Treger Kumuniezh : goulennit brezhoneg !
Warc’hoazh, yaou 18 a viz Even, e vo embannet disoc’hoù an enklask. Emgav da 5 eur 30 e lise Felix an Danteg. Digor eo d’an holl, deuit niverus !