Un obererezh arouezius a zo bet savet hirie gant Ai’ta! dirak ti-kêr Perroz-Gireg evit diskuliañ dispriz ar gumun-se da geñver ar brezhoneg.
Un toullad devezhioù zo e oa bet lakaet Ploumanac’h da « gêriadenn muiañ-karet ar C’Hallaoued ». N’eo ket gwall vrav an traoù enni avat pa seller a-dost. Yezhoù an dud a blij da gumun Perroz, met dreist-holl ar reoù a zegas moneiz en he c’hefioù. Nevez zo eo bet lañset lec’hienn Internet nevez Perroz da skouer, ha seizh yezh a gaver enni… met deus ar brezhoneg, foeltr seurt ebet ! Ar memes tra eo gant ar « Granite rose tour », p’eo bet lakaet ar saozneg par ouzh ar galleg met ankouaet-mik yezh ar vro. Gouez da bennoù-bras Perroz n’eo ar Vretoned nemet Plouked, n’eo mat o sevenadur nemet da ziduiñ un tammig bihan an douristed hag arvesterien an dele a blij dezhe un tamm folkloraj gwech ha gwech all, hag o yezh n’he deus nemet ur gwir : mervel didrouz.
Ha koulskoude n’eo ket tonket ar brezhoneg da vont diwar-wel ! Hor yezh a rank bezañ kemeret e kont ha talvoudekaet er vuhez foran, evel ma vez graet dija gant kalz a gumunioù. E-mesk traoù all e c’houlennomp :
- ma vo lakaet ar brezhoneg par ouzh ar yezhoù all en holl banellerezhioù nevez (panelloù henchañ, savadurioù foran, glad…)
- ma vo implijet ar brezhoneg e politikerezh kehentiñ ar gumun (treiñ al lec’hienn Internet…)
- ma vo diorroet an abadennoù tañva ar brezhoneg, evit ar rummadoù yaouank dreist-holl (abadennoù amzerioù tro-skol da skouer)
E-touesk ar c’humunioù diwezhañ deus Breizh Izel chomet hep sinañ ar garta « Ya d’ar brezhoneg » emañ Perroz-Gireg. Pegoulz e vo doujet ouzhimp amañ ?