02
Jul
2015

Kêr bageal an Oriant Eric Tabarly : ar Brezhoneg skarzhet !

langue bretonne rayée de la carte lorient

E miz Mae 2008 e oa bet lid-digoret Kêr ar bageal Eric Tabarly dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, bet prezidant Kuzul-rannvro Breizh d’ar mare-se. Tu e oa da zizoloiñ e teir yezh (Galleg, Saozneg, Brezhoneg) ar bageerezh-dre-lien hag ar redadegoù en donvor.
Holl banellerezh diabarzh salioù-diskouezadeg Kêr ar bageal, ar panelloù displegañ hag henchañ, ar c’hoarioù etregwezhiat e oa tu da lenn ha da implijout e brezhoneg.

E miz Mae 2015 e addigor kêr ar bageal bet nevesaet gant ur mirdiourieh hag ur panellerezh teiryezhek nevez : Galleg, Saozneg, Alamaneg.  Met…SKARZHET eo bet ar Brezhoneg!
Frouezh ur c’hwec’hmiziad labour treiñ gant servijoù Ofis ar Brezhoneg, ar servij Treiñ-Aliañ ha TermBret zo bet lakaet er boubelenn digudenn…

Degemeret e oa bet hor strollad gant tolpad an oriant e miz Meurzh 2015 ha kinniget hor boa un doser klok war plas ar brezhoneg e Bro An Oriant . Pep kinnig hor boa graet zo bet disprizet gant ar mod: «N’hon eus ket ar memes savboent àr ar pezh a zo ret d’ober hag ar pezh n’eo ket ret dober»

Da vare e krog ar c’houlzad kabaliñ evit an dilennadegoù rannvro e disklêriomp ar gwir treitouraj-mañ e-keñver hor yezh gant politoukourien ar vro ! N’int ket gouest memes da zoujiñ ouzh an divizoù evit ar brezhoneg bet votet gante !  (diviz bet votet d’an 28 a viz Here 2011). E miz Genver 2012 e oa bet sinet get Kumuniezh Tolpad Kêrioù An Oriant  an emglev «Ya d’ar brezhoneg» evit broudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran kinniget get Ofis Publik ar brezhoneg.  Engouestlet e oa an tolpad tizhout al live 3 eus ar garta (4 live enni) 3 blez goude. Gwashoc’h gwashañ e ya an traoù evit ar brezhoneg er vuhez foran gant an tolpad e gwirionez…

Evit digas da soñj e skrivomp komzoù embannet get Norbert Métairie, maer An Oriant ha prezidant Tolpad An oriant, en ur reportaj eus ar chadenn lec’hel TEBESUD  d’an 28 a viz Genver 2012  (video enlinenn war lec’hien an tolpad kêrioù oc’hpenn !): «Ur garbed eo ur yezh, ur matris eo. P’hon eus ur yezh ken pinvidik hag ar Brezhoneg eo ret mirout ma varvhe. Gouiet a reomp emañ ar yezh e dañjer !».  Komzoù, komzoù, komzoù…

Resevet hon eus ul lizher respont Norbert Métairie, prezidant An oriant Tolpad ha maer An Oriant a zo kontant bras da reiñ deomp, paoukaezh brezhonegerion, un tamm aluzenn gant kinnig ur c’hlevheñcher e brezhoneg .

Kaset hon eus neuze ul lizher digor d’an holl guzulierien kumuniezh An oriant Tolpad .

Un emgav hon eus bet get dilennidi tolpad an Oriant d’an 30 a viz Here goude al lizher bet kaset . En em gavet oamp bet get Ao. Hartereau, maer Henbont, eil Besprezidant ag an Oriant Tolpad-kêrioù karget ag an aveadurioù a laz kumuniezhel evit ar sevenadur, ar mirdioù hag ar sport, hag It. Guilbart, maerez Kistinid ha Prezidantez ar Sellor, servij merañ an avedurioù evit ar sevendur hag ar mirdioù.

Un doser klok hizivaet get hor c’hinnigoù zo bet reit, ivez evit kêr ar bageal Eric Tabarly.

«
»

Comments are closed.