D’ar 7 a viz Meuzh en em gavet oa ar strollad Ai’ta! gant renerezh rannvroel ar SNCF ha renerezh Tiez-Gar Breizh (Embregerezh anvet “Gares et Connexion” o verañ tiez-gar Breizh) a-benn eskemm diwar ar raktres panellerezh SNCF a vo lakaet e pleustr en holl diez-gar Breizh gant al linenn nevez tren tizh bras (TTB) e 2017. Met seblant ne oa ket tu da gaozeal : graet he deus skouarn bouzar ar SNCF ouzh hor arguzennoù…
Ur giladenn da vat eo raktres SNCF. Raktreset eo e vo troet ul lodenn hepken eus ar skridoù e brezhoneg (a-live gant ar saozneg) ha skrivet kalz bihanoc’h evit ar galleg. Da lâret eo e vo sellet ouzh ar brezhoneg evel ur yezh estren en he vro !
Daoust lizhiri niverus kaset d’ar SNCF gant strollegezhioù lec’hel (Redon, Kemper, Kemperle, Gwengamp…), souten tro pemzek kannad ha senedour Breizh, ur mennad Kuzul Sevenadurel Breizh e nac’h ar SNCF goulenn reizh ur gwir panellerezh divyezhek gant ar brezhoneg par d’ar galleg e tiez-gar Breizh !
Nac’het en abeg eo ret d’ar SNCF doujañ ouzh « pennaennoù diaz lennusted ha komprenedigezh an dud nammet gant strafuilhoù ar gweled hag anaoudel” . Met ne c’heller ket diskouez an SNCF perak e vefe diasterioù lenn evit an dud nammet gant ur pannellerezh divyezhek par diouzh ar galleg savet hervez reolennoù karta ar SNCF evit an dud nammet.
Skubañ a ra ivez an SNCF an taolioù-arnod savet e tiez-gar zo, evel Landerne abaoe 2008 ha nevez zo en tiez-gar THR gant ar Rannvro e Menezalban, Mousterel -an-Il hag Ifinieg.
Seblant e servij karta SNCF evit an dud nammet, bet savet e Paris gant kevredigezhioù tud ampechet (gant palioù a zo evel-just reizh e Paris koulz e Breizh) evel un digarez nevez evit nac’hañ kemer e kont hor yezh en he vro.
E-kerzh hor emgav gant ar rannvro ur sizhun a-raok omp savet a-enep raktres an SNCF ivez. Gervel a reomp ar rannvro da sklaeraat he soñj war an afer-mañ ha nac’hañ grons raktres an SNCF ha difenn ur steuñv nevez a glot gant savboentoù diskleriet gant he dilennidi.
N’eo ket hepken un afer a denn eus “ment al lizherennoù” : Pezh e c’houlennomp eo ur gwir anaoudegezh evit hor yezh (ha ket ur plas folklorel) e-framm chanter Breizh Tizh Bras.
Ne c’hellomp ket anduriñ seurt dismegañs evit hor yezh, ar vrezhonegerien hag an holl vretoned. Gortoz a reomp e vo chañchet penn dar vazh gant ar SNCF dre ur raktres nevez a glot gant reoliadoù europat e-keñver ar yezhoù bihanniver ha selaou un tamm muioc’h an dud a ya gant an tren ivez (amañ doser klok kinniget d’an SNCF).