10
Aug
2015

Gouel etrekeltiek An Oriant 2015 : oberenn stand Skol-veur Kreistez Breizh

Gourdrouzet eo ar brezhoneg da vout skarzhet er Skol-veur Kreistez Breizh.

Er memes tro e kaver skolioù-meur brudet en estenvro èl Harvard pe Oxford é kelenn hor yezh pe é embann studiadennoù yezhel diàr ar brezhoneg.
Dilezet eo bet dija an dibab « Sevenadurezh broioù keltiek ha Breizh » er Skol-veur Kreistez Breizh. Gourdrouzet eo da vout diskaret da vat an dibab diret «Brezhoneg» krouet pa oa bet savet Skol-veur Kreistez Breizh 20 blez zo. Dilezet  e vo neuze hor yezh d’ar mare ma vez lidet àr un ton bras deiz ha blez skol-veur Kreistez Breizh. Get ar vezh…
Kelennet eo bet an danvez-mañ get ur mestr-prezeger e-pad blezadoù. Dilamet eo bet ar post pad erlerc’hiet get ur vakataer é chañch bep blez. Titouroù àr an dibab brezhoneg nend eus ket anezhañ ken (netra embannet àr an dibab pe gwazhoc’h c’hoazh ur gwir digelaouiñ : kelaouet e veze ar studierion ne oa ket mui ag ar brezhoneg èl dibab en distro-skol 2013 da skouer). (Evit gouiet hiroc’h : teul reit da gannad ar bastell-vro, Gwendal ROUILLARD, diàr politikerezk Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep ar brezhoneg  d’ar 24 a viz Genver 2015 ).

Prezidant ar Skol-veur a gas ur gwir politikerezh evit skarzhiñ ar brezhoneg er-maez ag ar skol-veur, daoust en em ginnig eñ èl ur yezhoniour.   (Sellet doc’h an trakt e 4 yezh skignet e-pad an oberenn).

Un oberenn arouezel hon eus kaset da benn e Gouel etrekeltiek An Oriant dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotreegezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag evit an deskadurezh divyezhek. Hiziz an deiz e vez stummet an danvez gelennerion er skolioù-meur. Nend eus netra evit ar gelennerion divyezhek er Mor Bihan..

Daoust ma komzer adarre ag ar garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver e Frañs*, emañ treut-ki plas ar brezhoneg er gouel «etrekeltiek».
« Keltiek » ar gouel ? peadra da ziskrediñ seurt un dra !  «keltiek» a dalv ivez evit ar yezhoù keltiek. Ha ne gaver nameit ur plas a denn ag ar folkloraj evit ar yezhoù-se ha dreist holl evit ar brezhoneg er gouel !

 

«
»

Comments are closed.