05
Aug
2015

Kentel vrezhoneg war an aod disadorn e Ploumanac’h

Ur gentel tañva ar brezhoneg a vo kinniget gant Ai’ta ! Treger a-benn disadorn, 8 a viz Eost, war an aod e Perroz-Gireg. Un digarez dreistordinal evit pep hini d’ober anaoudegezh gant yezh ar vro en ur c’hoari krampouezh ha da zeskiñ an troiennoù retañ. C’hoarioù war an aod a vo da heul ivez, e brezhoneg evel-just !

Emgav neuze disadorn adalek 3 eur war traezhenn Sant C’Hireg e Ploumanac’h. Evit mann ha digor d’an holl an hini e vo, deuit niverus !

«
»

Comments are closed.