16
Aug
2015

Peseurt stourm evit an daou vloaz da zont ?

Brezhoneg er vuhez foran : peseurt stourm evit an daou vloaz da zont ?

Ouzhpenn tregont vloaz zo e stourm ar Vretoned evit diorren plas o yezh er vuhez foran. Traoù zo bet gounezet a-dra sur, met kalz muioc’h a chom da c’hounit c’hoazh evit ma c’hellimp ober gant ar brezhoneg bemdez hag e pep lec’h !

Dav eo anzav memestra e seblant sac’het stourm ar brezhoneg er vuhez foran hiziv an deiz. Meur a abeg a c’hallfer kavout d’an dra-se evel-just, met krediñ a reomp eo abalamour n’eo na sklaer nag unvan an Emsav er stourm-se, hag Ai’ta ! n’eo ket bet disi war ar poentoù-se kennebeut…

N’eo ket tonket an traoù koulskoude, ha ret deomp en em glevout hep koll muioc’h amzer ma fell deomp ez afe hor yezh war-raok ! Kinnig a reomp eta d’an holl dud a youl vat en em vodañ un devezh-pad evit eskemm ha kregiñ da genlabourat da vat : d’ar sadorn 19 a viz Gwengolo, e Tremargad.

Ouzhpenn boulc’hañ gant ur c’henlabour nevez e lakaomp daou bal resis d’an devezh-se :

  • dibab asambles ganeoc’h ur pal boutin d’ar stourm hag ur pal nemetken :

Hemañ a ranko bezañ un dra talvoudus evidomp-ni, brezhonegerien, da lavaret eo un dra a c’hello skoazelliñ ac’hanomp da vevañ e brezhoneg en hor buhez pemdeziek.

Ur pal a c’hellimp tizhout buan a-walc’h a vo ret dibab ivez (dindan daou vloaz d’ar muiañ), evit reiñ nerzh ha spi ennomp, kuit a skuizhañ re bell en aner.

  • kregiñ da sevel ur strategiezh a-stroll :

Ne c’hellimp bezañ trec’h er stourm dibabet nemet ma kenurzhiomp an traoù… Pep strollad a c’hello derc’hel da stourm diouzh e vod evel-just, met pouezus eo raktresañ pazennoù pennañ ar c’houlzad stourm hag ar mod ma c’hellimp kenlabourat.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : contact@aita.bzh

«
»

Comments are closed.