Deuet e oa an Ao. Jean-Marc Ayrault, eñ kentañ ministr d’ar c’houlz-se, betek Roazhon e miz Kerzu 2013 evit sinañ asambles gant prezidant rannvro Breizh un Emglev evit Dazont Breizh. En destenn-mañ ez eus anv eus « ur c’henemglev a-ziforc’h » evit ar brezhoneg ha toare e vo sinet an destenn-se e-kerzh an diskar-amzer. Fellout a ra da strollad Ai’ta! embann war ar groaz ar pezh a c’hortoz eus ar c’henemglev evit ma vo a live gant an ezhommoù, ha n’eo ket bruzunoù a-raok an dilennadegoù-rannvro.
Degas a reomp da soñj ar pezh a embann an destenn bet sinet e 2013 diwar-benn ar c’henemglev : « portera notamment sur la formation et le recrutement d’enseignants des langues de Bretagne, sur le développement de l’enseignement bilingue ainsi que sur le soutien à l’action de l’Office de la langue bretonne, établissement public de coopération culturelle. La convention encouragera le développement de l’usage de ces langues dans la vie quotidienne. »
Setu ar pezh a c’hortoz strollad Ai’ta ! eus ar c’henemglev-se, 14 pal da dizhout evit ma vo talvoudus deomp, brezhonegerien :
- Tizhout 10 eurvezh a brogrammoù e brezhoneg bep sizhun war ar skinwel publik, ha skignet da eurvezhioù dereat ;
- Staliañ panelloù divyezhek brezhoneg-galleg war hentoù ar Stad e Breizh, evel ma vez graet war un toullad hentoù departamant pe er c’humunioù ;
- Diorren plas ar brezhoneg, dre skrid kement ha dre gomz, en SNCF hag er Post (panellerezh divyezhek klok ha par-ouzh-par), er servijoù publik (Pol implij, Kambroù koñsulel, leurennoù broadel…) ;
- Tizhout 5 eurvezh bemdez a brogrammoù liesseurt e brezhoneg skignet gant ar radio publik, ha diorren frekañsoù ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg war 5 departamant Breizh ;
- Cheñch reolennoù ar c’helenn : lemel ar vevenn evit digeriñ klasadoù nevez, lakaat ur post klok dre gelc’hiad (klasoù-mamm, kelc’hiadoù 2 ha 3) er c’hêrioù ha krouiñ ar postoù evit ur badelezh a 3 bloaz ;
- Fiziañ en Ofis publik ar brezhoneg ar c’hefridi da sevel ha da lakaat e pleustr ur steuñv diorren liesvloaziek evit ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn e brezhoneg, evel ma ra dija Ofis publik an euskareg. Ar steuñv-se a ranko bezañ degemeret ac’hann 2017 ;
- Diorren lec’hioù stummañ tost eus an danvez kelennerien divyezhek ha sevel bep a bol stummañ divyezhek er Skolioù-meur evito. Tizhout da vihanañ 20 % a bostoù divyezhek kinniget er genstrivadeg kerkent ha 2016, ha 40 % da fin ar c’henemglev e 2020 ;
- Diorren ur modul tañva da yezhoù ha sevenadur Breizh evit an holl danvez-kelennerien unyezhek er SUKeDoù (Skol uhel ar c’helennerezh hag an deskadurezh) hag er Skolioù-meur karget eus ar stummerezh kentañ ;
- Kinnig an tañva d’ar brezhoneg d’an holl bugale a-hed ar c’hentañ derez, ha tizhout 3 eurvezh bep sizhun e 2020, evel e Korsika ;
- Kreñvaat ar skoazell d’ar c’helenn dre soubidigezh kinniget gant rouedad Diwan (arc’hantaouiñ Kelenn hag degemer an diabarzhidi en eil derez , lakaat e plas ur sistem evit kadarnaat an implijoù nann-gelennerien) ;
- Diorren ur servij nevez en Ofis Publik ar Brezhoneg evit plediñ gant an teknologiezhioù nevez ;
- Kreskiñ ar skoazell arc’hant evit ar stummadurioù hir a-benn skoazellañ 500 den bep bloaz kerkent adalek 2016 ;
- Aozañ ur c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù » war Breizh a-bezh ;
- Krouiñ da vihanañ ur vagouri hag ur greizenn dudi e brezhoneg dre ganton, ha stummañ an implijidi divyezhek ret.
Emañ strollad Ai’ta ! o paouez kas ul lizher da brezidant ar rannvro evit displegañ kement-mañ dezhañ. Kaset eo bet ar c’hinnigoù-se da strolladoù politikel ar rannvro ha d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù da zont e miz Kerzu ivez.