Galvet e oa bet ur stourmer eus ar strollad Ai’ta ! e Komiserdi Gwened dimerc’her 14 a viz Here da heul ar c’hlemm bet savet gant Skol-veur Kreistez Breizh. Savet oa bet klemm gant ar skol-veur goude ma oa bet disammet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek an Oriant. Pal an oberenn e oa goulenn aotregezhioù e brezhoneg hag ur stummadur evit an danvez skolaerien divyezhek e departamant ar Mor-bihan.
Deut eo er-maez eus ar c’homiserdi ar stourmer gant ur galvadenn evit ur prosez e lez-kastiz e lez-varn ensav meur Gwened e deroù 2016 (ha goude bet tennet poltredoù, kemeret louc’hadoù bizied hag ur savadenn ADN).
P’emañ o pellaat peurwiriekaat karta Europa ar yezhoù bihanniver gant nac’hadenn ar raktres lezenn gant ar Sened, e vez lakaet ar stourmerien evit ar brezhoneg e renk an damallidi.