23
Oct
2015

Emgav etre prezidant Skol-veur Kreistez Breizh hag Ai’ta!

Da heul oberennoù lies ‘oa en em gavet hor strollad get prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Jean Peeters, d’an 23 a viz Here 2015 e Gwened. Kemeret o doa perzh d’an emgav-se un dileuriad ag ar rannvro, Ronan le Louarn, rener servij yezhoù Breizh hag ur c’hannad ag ar Mor-Bihan, Paul Molac, ivez.

Reit eo bet genomp un teul get hor goulennoù èl diaz eskemm.

Goude an emgav e oa bet savet kinnigoù pleustrek àr meur a zachenn get an dud o doa kemeret perzh ennañ.

  • Panellerezh kampusoù skol-veur (Gwened hag an Oriant) : Divizet eo bet get prezidant ar skol-veur e vo ouzhpennet menegoù e brezhoneg àr panellerezh Kampus Tohanig e Gwened. Kelaouet eo bet Ofis publik ar brezhoneg hag a ray ul labour digoust evit ar skol-veur. En Oriant e vo nevesaet ar panellerezh kozh hep deiziad termenet evit poent. Asantet eo bet e vo raktreset ur panellerezh divyezhek.
  • Kelenn ar brezhoneg (danvez dibab diret) : Pouezet en doa hor strollad àr ar redi kaout ur c’helenn ag ar brezhoneg diorret (kinniget d’an holl hentadoù ha lakaet da vout padus) get ur c’hehentiñ a-hir dermen a-benn reiñ da bep studier un tañva ag ar yezh ha kinnig d’ar re o deus c’hoant da vonet àr-zu micherioù ar c’helenn divyezhek. Nend eus ket ur budjet evit gellet arc’hantaouiñ ur post mestr-prezeger hiziv an deiz hervez stad argant ar skol-veur (koust bloaz tro 60 000 €). N’eus ket tu evit ar rannvro arc’hantaouiñ penn da benn postoù kelennerion met moian e vefe postañ 50 % ag ar c’houst evit ur post kelenner brezhoneg ma vefe digoret èl danvez dibab d’an holl hentadoù ha kresket niver a eurioù kinniget a 50 % etre kampusoù an Oriant ha Gwened. Kinniget eo bet get ar rannvro siniñ ur gevrat (àr patrom ar c’hevratoù sinet get Skol-veur Breizh Izel ha Roazhon 2).
  • Master kelenn divyezhek : lakaet eo bet ar gaoz àr ur raktres aotreegezh kelenn divyezhek e Breizh. N’eo ket bet diskoulmet afer ar stummadur kentañ evit an danvez gelennerion divyezhek er Mor Bihan rak n’eo ket hepken edan beli skol-veur kreistez Breizh. Dav e vefe lakaat ‘barzh ar jeu skolioù-meur Breizh Izel ha Roazhon 2 ivez. Anat eo ne respont ket mui d’an ezhommoù a-fed kelenn divyezhek lec’hienn stummiñ kelennerion e Sant-Brieg. .

Engouestlet en deus Ao. Jean Peeters tenniñ klemm ar skol-veur evit laeroñsi savet e-kerzh oberenn ziwezhañ hor strollad àr stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek an Oriant, hep an taol-se ne vehe ket bet ag an emvod siwazh… Ur prosez e lez-kastiz e lez-varn ensav meur Gwened a vo e miz C’hwevrer 2016 met hep ar skol-veur evit monet da gevrenn keodedel.

«
»

Comments are closed.