04
Oct
2015

Kenemglev evit ar brezhoneg : d’ober petra ? – Lizher digor Ai’ta!

Lizher digor da holl dilennidi kuzul-rannvro Breizh ha d’an dud war ar renk evit dilennadegoù-rannvro miz Kerzu

Demat deoc’h,

En Emglev evit Dazont Breizh bet sinet d’an 13 a viz Kerzu 2013 etre ar Stad ha rannvro Breizh e oa raktreset ur c’henemglev ispisial evit kadarnaat dazont ar brezhoneg.
Embann a reomp hiziv an destenn a vo kinniget d’an dilennidi-rannvro d’ar 15 a viz Here da geñver dalc’h ziwezhañ Kuzul-rannvro Breizh.

Pell eo ar c’henemglev-se da vezañ un araokadenn evit dazont hor yezh rak ne gaver ennañ nemet komzoù brav a-berzh ar C’huzul-rannvro ha n’eus, koulz lavaret, engouestl ebet a-berzh ar Stad. Gwashoc’h c’hoazh, en destenn e kaver zoken kiladennoù mantrus.

Ar redi da gaout ouzhpenn 15 bugel etre 3 ha 5 bloaz evit digeriñ ur c’hlasad divyezhek nevez a vo ar reolenn, pa ne oa betek-henn ar vevenn-se nemet un dibab pleustrek a-berzh ar rektorelezh. Ha ne vo ket kemeret e kont ar vugale a zo 2 vloaz evit tizhout ar pal eta. Madelezhus e chom ar Stad hag e vez embannet “ar rektor en deus ar galloud da cheñch ar vevenn”, mantrus.
Gant seurt reolennoù e vo diaes kenañ, ha dibosubl e lec’hioù zo zoken, digeriñ klasadoù divyezhek nevez !
Diskuliañ a reomp an droukziforc’h-se rak n’eus ket eus seurt bevennoù e neblec’h all. Nag en Euskadi (un drederenn eus ar skolidi o vezañ un hentenn divyezhek), nag en Elzas a zo o paouez sinañ un emglev nevez gant ar Stad diwar-benn ar c’helenn divyezhek, na kennebeut all e Korsika ma oa raktreset gant o c’henemglev e vefe lakaet e plas ar c’helenn divyezhek en holl skolioù-mamm dindan seizh bloaz (2007-2013).Ar pal a gaver evit Breizh a chom tizhout 20 000 skoliad en hentennoù divyezhek e 2020. Dav eo lavaret sklaer ez eo ur pal dister rak ne vefe ket ouzhpenn 3% eus skolidi 1 hag 2l derez ar rektorelezh. Menegomp ivez e oa bet lakaet tizhout ar pal-se e 2010 e steuñv politikerezh yezh kentañ rannvro Breizh e 2004 ! An diforc’h etre ar pal a gaver er c’henemglev hag ar mod raktreset da dizhout anezhañ a c’hell diskouez daou dra, pe ez eo divarrek an dud bet o sevel anezhañ pe un diouer splann a youl da gas hor yezh war-raok ! Hep ur steuñv diorren sklaer ha frammet evit digeriñ klasadoù divyezhek nevez n’en deus ster ebet ar pal.
Keñveriomp. An emglev bet sinet e miz Meurzh 2015 etre ar Stad, rannvro Elzas hag an daou departamant a laka evel pal tremen eus 13 da 25 % a vugale er c’hentañ derez ac’hann 2030. Embannet eo bet gant rektorelezh Strasbourg ar mont en-dro evit digeriñ ur c’hlasad divyezhek ha sklaer eo d’an holl an deiziataer. Evit distro-skol 2015 ez eus bet kontet 63 klasad divyezhek nevez er c’hentañ derez hag 8 skolaj ouzhpenn o tegemer skolidi divyezhek a-benn sevel un hentad klok.

Disheñvel krenn eus hor c’henemglev-ni ! Ar pal kentañ a gaver en destenn eo leuniañ 5 700 plas a vefe goullo er c’hlasadoù divyezhek. Penaos int jedet avat ? Den na oar… Sklaer ha splann eo eta e vo nac’het digeriñ hentennoù nevez !

N’eo ket gwelloc’h an danvez-kenemglev evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran, dreist-holl war tachenn an SNCF, an tiez-gar hag an trenioù pe c’hoazh hentoù-tizh ar vro ma chomo berzet hor yezh. Daoust d’ur goulenn sokial kreñv ne vo ket diorroet plas ar brezhoneg e buhez pemdez ar Vretoned.
War tachenn ar c’hleweled eo goullo penn-da-benn an destenn ivez. Pa rae anv an Emglev evit Dazont Breizh e c’hellfe bezañ diorroet ar skinwel e Breizh ne vez hiziv nemet meneget ur raktres chadenn a c’hellfe bezañ gant France Télévisions, met pell eo da vezañ sklaer ha pleustrek…

Dindan daou vloaz n’eus ket bet an disterañ kammed en a-raok ! Penaos degemer kement-mañ ?

Dav eo d’ar guzulierien-rannvro nac’h e vefe sinet ur seurt kenemglev etre rannvro Breizh hag ar Stad, evel m’eo bet aliet a unvouezh gant Kuzul Sevendurel Breizh en dibenn-sizhun-mañ !
Degas a reomp da soñj ez eus bet graet kinnigoù pleustrek gant hor strollad da brezidant rannvro Breizh evit bouetañ ar c’henemglev.

Goulenn a reomp ivez gant an holl dud war ar renk evit an dilennadegoù-rannvro embann sklaer ar pezh a soñjont eus an danvez kenemglev-mañ, hag ar pezh a raint ma ‘z int dilennet.

Trugarez da dreuzkas ledan al lizher-mañ.

A galon,
Strollad Ai’ta!
contact@aita.bzh

«
»

Comments are closed.