10
Oct
2015

Galv d’ur bodad souten evit ur stourmer galvet e komiserdi Gwened da-heul klemm Skol-Veur Kreistez Breizh

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh gant totemoù panellerezh disammet evit goulenn aotregezhioù e brezhoneg hag ur stummadur evit an danvez skolaerien divyezhek.

Evel respont d’hor goulennoù emgav eo bet savet klemm evit laeroñsi gant skol-veur kreistez Breizh. Galvet e vo neuze ur stourmer eus Ai’ta ! e komiserdi Gwened d’ar Merc’her 14 a viz Here da 2 e 45 goude merenn.

Tenniñ a ra d’ul liv dibar ar galvadenn-se rak an deiz warlerc’h e vo votet ar c’henemglev war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar Rannvro, rakwelet e emglev dazont evit Breizh e 2013 (sellet ouzh hor lizher digor kaset da zilennidi ar rannvro ha d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro).

Kuzul Sevenadurel Breizh en deus reit evit ar wezh kentañ un ali a-enep war un destenn kinniget gant ar rannvro en ur zisklêriiñ ne oa ket tu da siniñ testenn ar c’henemglev evel m’emañ. Meneget en deus ivez « e vefe hetabl ma vo kinniget studioù skol-veuriek war ar brezhoneg d’he studierien gant skol-veur kreistez Breizh» (skol-veur kreistez Breizh ne gemero ket perzh er c’henemglev e kemm gant skolioù-meur Breizh all evel skol-veur Breizh Izel ha Roazhon 2).

Evit an abegoù-mañ e c’halv ar strollad Ai’ta ! da gemer perzh d’ur bodad souten d’ar Merc’her 14 a viz Here dirak komiserdi Gwened (13, boulouard ar peoc’h) adalek 2 e 30 goude merenn.

«
»

Comments are closed.