01
Oct
2015

Sevel a ra klemm Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep stourmerien ar brezhoneg !

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit sevel a-enep politikerezh ar skol-veur war ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek en Oriant. Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh al liamm evit an teul klok + video  : https://aita.bzh/?p=4719

Pal e oa goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotregezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag ur stummadur evit an deskadurezh divyezhek. Hiziv an deiz e vez stummet an danvez gelennerien er skolioù-meur met n’eus netra evit ar gelennerien divyezhek er Mor-Bihan !

Adgoulennet hon eus dre an oberenn-mañ un emvod get Prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Ao. Jean Peeters, a respont… en ur sevel klemm a-enep stourmerien ar brezhoneg !

Dre m’emañ o tostaat an dilennadegoù rannvro ha sinadur ar c’henemglev war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar rannvro (rakwelet en Emglev evit dazont Breizh e 2013), prizet e vo politikerezh Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep treuzkas ar yezh gant ar vretoned !

«
»

Comments are closed.