War-eeun eus Roazhon e oa France Bleu Breizh Izel dimeurzh, d’an 3 a viz Du, evit un abadenn div eurvezh gouestlet d’ar startijenn a zo gant brezhonegerien ar vro, niverusoc’h-niverusañ ma ‘z int. Ur gwir blijadur eo gwelet e ya ar radio da gejañ ouzh ar vrezhonegerien e lec’h m’emaint o vevañ war ar pemdez, met n’eo ket bet mat pep tra alas : n’eo ket bet skignet an abadenn-se gant France Bleu Armorique ha padal eo treut-ki an abadennoù en hor yezh ganto dija. Bep an amzer e vez abadennoù dreist-ordinal e galleg ganto evit degouezh-mañ degouezh, perak ne vefe ket graet kemend-all e brezhoneg ivez ?
N’omp ket evit degemer an dispriz-se hag e kinnigomp d’ar Vretoned embann o soñj da renerien France Bleu Armorique :
Direction de France Bleu Armorique
14 Bali Jean Janvier
35031 Roazhon
PE
bleuarmorique@radiofrance.com
Diskouez a ra splann kement-mañ, ur wech c’hoazh, an ezhomm da gaout ur wir chadenn radio hollvrezhonek a vefe skignet war Breizh a-bezh. Pell da vezañ dibosubl eo, gant ma vo un tamm youl politikel…