Studiet eo bet d’ar 16 a viz Kerzu gant Bodad an aferioù sevenadurel hag an deskadurezh Breujoù Frañs ur c’hinnig lezenn prientet gant ar c’hannad Paul Molac « evit ar c’helenn e yezhoù rannvro dre soubidigezh hag evit broudañ o implij er vuhez foran hag er c’hleweled » : http://www.assemblee-nationale.fr/14/propositions/pion3288.asp
Pedet eo bet strollad Ai’ta! d’ur selaouerezh evit-se er Breujoù e Pariz ar sizhun tremenet a-raok ma vefe kinniget an danvez lezenn.
Ur seurt respont da nac’hadenn ar senedourien d’an 28 a viz Here tremenet da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet eo ar c’hinnig lezenn-se. Tu ‘zo lavaret neuze eo ur seurt boue saveteiñ evit hor yezhoù.
Un destenn berr gant 5 mellad enni eo. He fal a zo reiñ un diazez e-keñver gwir war 3 zachenn: an deskadurezh, brudañ ar yezhoù er vuhez foran (panellerezh war ar savadurioù publik, war vord an hentoù, skoroù kehentiñ ensavadurel) hag ar mediaoù.
Nac’het eo bet 3 eus ar 5 mellad d’ar 16 a viz Kerzu gant Bodad an aferioù sevenadurel hag an deskadurezh dija (ar re a zivout an deskadurezh divyezhek hag an deskadurezh dre soubidigezh kevredigezhel). Ar pezh a chom eus ar raktres lezenn a vo studiet er Breujoù d’ar 14 a viz Genver o tont.
Roet en deus ministrerezh ar sevenadur da c’houzout e oa a-enep ar raktres lezenn ha zoken ma vefe votet an destenn er stad m’emañ e rankfe ar Sened asantiñ ar memes testenn hag ar breujoù evit ma vefe ur chañs e vefe kadarnaet ar raktres a-raok an dilennadegoù prezidant e 2017. Kenkoulz lavaret e vo diaes-tre…
Hiziv, muioc’h c’hoazh eget dec’h ez eo gant ar Vretoned e vo savetaet ar brezhoneg ha gant labour ar strollegezhioù lec’hel war an dachenn. Dilennidi nevez rannvro Breizh o deus ur giriegezh vras evit reiñ un dazont d’ar brezhoneg, rak dezho e vo da lakaat ur gwir politikerezh yezh e-pleustr. Da Brezidant ar rannvro eo da lakaat diouzhtu e-pleustr an divizoù enskrivet er c’henemglev bet sinet d’ar 15 a viz Here tremenet etre ar rannvro hag ar stad. Ouzhpenn-se e ranko ar rannvro mont pelloc’h ha mac’hatañ en-dro gant ar Stad C’hall evit ma vo kadarnaet ur steuñv youlek evit an deskadurezh e brezhoneg dreist-holl.