Diwar intrudu Diwan ha Stumdi ez eus bet kaset ul lizher gant ouzhpenn 60 framm da barlamantidi Breizh evit goulenn ul lezenn evit ar brezhoneg ac’hann an dilennadegoù kentañ e 2017. Sevel a ra a-du strollad Ai’ta! gant an intrudu-se.
N’eo nemet drezo o unan e c’hello ar Vretoned cheñch penn d’ar vazh evit o yezh, gounid ur framm lezennel ha kenofisialded ar brezhoneg.
Setu testenn al lizher (klikañ evit brasaat) :