D’ar 16 a viz C’hwevrer 2016 en deus kejet strollad Ai’ta ! Bro-Gwened gant Kumuniezh kumunioù An Alre Kiberen Douar Atlantel (AKDA). Degemeret int bet gant an Aotroù Fabrice ROBELET, bez-prezidant e karg eus raktres Pol Lieseskemm (PEL) An Alre ha maer Brec’h, Aotroù Emmanuel OGER, rener servijoù teknik AKDA, hag Itron Morgane HAMON e-karg eus an treuzdougen e AKDA.
D’an 8 a viz Genver 2016 e oa bet kaset ul lizher da Philippe LE RAY, prezidant AKDA, evit goulenn digantañ e vefe graet gant ar brezhoneg er pol lieseskemm a zo da vezañ savet adalek 2018 en Alre, hag ivez evit goulenn ma vefe lakaet e-plas ur politikerezh yezh a-feson evit ar brezhoneg gant ar gumuniezh kumunioù.
Kinniget eo bet e-pad an emgav un teul klok gant kinnigoù. Da skouer eo bet kinniget e vefe sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant ADKA. Pouezet eo bet ivez evit displegañ n’eo ket ur pal ennañ e-unan sinañ ar garta met eo pouezus-tre eo heuliañ an engouestloù bet kemeret en un doare reoliek. Ar gwellañ evit se a zo envel ur bez-prezidant e-karg da heuliañ ar politikerezh yezh hag ivez e vefe karget implijidi d’ober kemend all e kemen servij a zo. Dedennus-tre e vefe ivez sevel ur bodad heuliañ gant kumunioù ha gant kevredigezhioù ar c’horn vro evit heuliañ en un doare reoliek an araokadennoù hag ar pezh a c’heller ober.
Trugarekaet en deus an Aotroù ROBELET ac’hanomp evit bezañ roet d’ar strollegezh tiriadel da soñj eo pouezus dezho ober traoù evit ar brezhoneg, dre ma vez disoñjet kemen-se re alies gant an dilennidi, e-keñver barregezhioù all. Lavaret en deus ivez e skrivint d’an SNCF evit goulenn ma vefe graet gant ar brezhoneg e PEL an Alre. Lakaat a raio ivez ar gomz war ar brezhoneg e emvod kentañ ar bez-prezidanted hag e bodad ar sevenadur.
Spi hon eus ez aio an traoù war an tu mat, en ur c’horn bro e-lec’h m’eo bev mat ar brezhoneg a-drugarez d’al labour a vez kaset da benn war ar pemdez gant ar c’hevredigezhioù.