28
Feb
2016

Trec’h eo stourmer Ai’ta!

Ar wech kentañ eo e vefe tamallet d’ur stourmer eus strollad Ai’ta! bezañ laeret panelloù ha bezañ barnet dirak ul lez-kastiz. E 2013 ha 2014 e oa dirak lezioù-barn bolis e oa bet kondaonet daou stourmer all evit bezañ bet peget pegsunioù war panelloù-hent.

Da heul un oberenn bet dalc’het e-pad gouel etrekeltiek An Oriant e oa bet douget klemm gant skol veur kreisteiz Breizh. Disammet e oa bet eno totemoù e galleg hepken, nevez bet staliet war kampus Tohannig e Gwened, evit lakaat kudennoù politikerezh yezh an UBS war wel. Da heul an oberenn-se en doa asantet prezidant ar skol-veur un emgav gant Ai’ta!, ar rannvro hag ar c’hannad Paul Molac. Ouzhpenn bezañ kemeret an engouestl da lemel ar c’hlemm, e oa bet divizet gant ar skol-veur mont war raok e-keñver ar brezhoneg, dre ar banellerezh met ivez e-keñver ar c’helenn, gant an danvez brezhoneg diret hag en eur sevel un aotreegezh kelenn divyezhek.

Dalc’het en deus ar prokulor gant ar goulenn kastizañ memestra ha d’an 23 a viz C’hwevrer eo bet dalc’het ar varnadenn e Gwened. Harpet eo bet ar stourmer gant 40 den bennak, en o zouez Paul Molac ha daou bez-prezidant ar rannvro, Lena Louarn ha Jean-Michel Le Boulanger. Da gentañ en deus displeget an enkablad d’ar varnerez perak en doa ranket Ai’ta! divontañ panelloù evit bezañ klevet. Da heul eo bet lavaret gant ar varnerez ha gant ar prokulor e oa reizh goulennoù Ai’ta!. Met o welet ne oa prouen ebet en doser e-keñver laeroñsi he deus goulennet hounnezh ziwezhañ tamall ar stourmer evit tuerezh*. Diskouezet en deus neuze ar breutaer Yann Choucq ne oa prouen ebet evit-se kennebeut. Ansavet eo bet kement-se gant ar varnerez ha dibabet he deus dizalc’hañ ar stourmer.

 

* recel de vol

«
»

Comments are closed.